Pegen buan e ya an traoù pa vez rebechet un dra bennak da Vreizh ! An aotrou le Fur, strolladoù politikel, er radio, ...
Diouzhtu e vez lavaret ez eo treitourien ar re a gred lavarout e vez OGK er boued ha ne vez ket kelaouet an dud a bren anezhañ. Kontañ gevier eo lavarout emañ ar gwenan o vervel pa ne vez ket tennet ar Gaucho diouzh ar produioù implijet er vro, livourien gevier ar re a embann sklaer eo dañjerus ar bezhin glas war an traezhennoù ?
Pegoulz e vo fur a-walc'h ar vro-mañ da c'hallout bodañ tro-dro d'an daol an dud, hep lakaat an eil a-enep egile, nac'h ha mougañ diouzhtu ar re a sav a-enep (manifestadeg Douarnenez da skouer), evit saveteiñ ur sistem a zo en arvar da vervel ma ne vo ket cheñchet buan penn d'ar vazh.
Pegoulz e vo bras a-walc'h ar vro-mañ evit klask diskoulmoù gwir ? Pa ne vo gwenanenn ebet ken o nijal ? Pa ne vo ket moaien ken da vont da neuial e bord ar mor ? Pa vo marv ar vro, da vat ?