E galleg pe e brezhoneg, ar memestra eo, pe e vefe graet en hor yezh pe en ur yezh all, gant ma vo komprenet ar yezh evel-just. War lec'hienn EAT ez eus ur studiadenn am boa graet dwb daoust hag eñ ez eus (e oa ?) ur speredelezh vrezhon. Un doare deomp hon-unan da reiñ meuleudi da Zoue. Meuliñ Doue en ur zoujañ da "Spered ar yezh" (n'eo ket marmouzañ ar galleg) a zo un doare dibar d'en ober. Met ar memes Doue eo. Pouezañ a ra hor yezh (en abeg da betra n'ouzon ket, marteze levezon Misionoù an Tad Maner ne vefen ket souezhet) war HOR SALVER evit NOTRE SEIGNEUR. N'eo ket ar memestra. Moaien zo lavarout "NOTRE SAUVEUR" hag "HON AOTROU" : n'eus kudenn ebet. An holl blegoù e askre Mab-Den a c'hell ar brezhoneg displegañ. Met komzomp ivez eus hor c'hantikoù (ar re hengounel) a zo melkonius ha n'int ket kement e galleg.
Daoust hag eñ ez omp gouest c'hoazh "da grouiñ sevenadur" katolik e brezhoneg, en ur genderc'hel gant hor speredelezh deomp-ni ? Hep azeuliñ ar brezhoneg met evelkent oc'h en em harpañ war ijin hor yezh da doullañ hentoù nevez trema trehontelezh Doue.
Pe e vefe er Mor-bihan pe e Penn-ar-bed ez eo aet da netra ar bastorelezh e brezhoneg, hag en Aodoù an Arvor eo memestra. Ne chom nemet hiniennoù. N'eus mui pobl vrezhonegerez gatolik ebet ken e Breizh abaoe pell 'zo. 1950 pe se.
Daoust da se ez on souezhet bras o welet kement a veleien vrezhonegerien. Plijout a ra din soñjal eo a drugarez d'ar bedenn da Itron Varia ar veleien a zibunan bemdez abaoe 25 bloaz bennak. Kaou Sanson, Daniel a Gerdanet, Bastian Davy, Lomig ar Floc'h, Mazhev Vannier, ha re all c'hoazh ha n'eus ket brezhonegerien vat anezho met a zo kontant da lidañ e brezhoneg, evel Erwan a Gêrvengi, Jean-Yves Muzelleg...
A-benn nebeut-tre a amzer ne vo ket mui a Oferenn vrezhonek e Trelevenez. Emañ Job An Irien e Kêraodren hiviziken ha Dominig Tepod n'emañ ket evit kenderc'hel ganti. Gwir eo emañ o chom 'tro Kastell-Paol a zo re bell.
Met n'emañ ket eno an dalc'h. An dalc'h eo ez eo gall an Iliz e Breizh. An dalc'h eo n'eus mui framm katolik a zoare ebet en Emsav abaoe drouklazh an Aotrou Perrot. Ne chom nemet hiniennoù. Ar re a zo beleien a zo sammet-dreist gant o zrevelloù. Eskob Gwened a aotre un oferenn ar miz... pa rank ur c'hatolik kemer perzh en Oferenn bep sul da vihanañ ! Met, gwashañ zo n'eus mui nemet hiniennoù ivez e-touez an dud en Emsav. N'eus ket mui peadra d'"ober kumuniezh". Hini Trelevenez 'oa an hini diwezhañ.
Met eus un dra all e ranker ober meneg anezhañ : hini enkadenn diarbarzh an Iliz (hep komz eus enkadenn an Iliz hec'h unan er gevredigezh vedelaet a vremañ, emled an dizoueadelezh, emled 'sevenadur an Ankoù gant diskar an holl frammoù a yae da ober ar sevenadurezh katolik e rez an tiegezhioù, e rez an diorroadurezh skolel, e rez an diouer a dud varrek, en ur ger an diouer a SENT).
Enkadenn diabarzh an Iliz a zo grevus-tre. Kavout a ra din eo ret d'an Oferenn 'giz a-raok, e latin. Di ez eomp-ni, gant peb a visal latin-brezhoneg. Kavout a ra din e ranker pediñ bemdez ar Rozera evit chom sonn, soubet er feiz, gwarnet dindan mantell Mari. Kaout ur vuhez kristen don, bemdez-Doue pediñ e brezhoneg ha magañ hon ene gant kement-tra a c'heller. Durc'hañ hor buhez penn-da-benn da skeiñ ouzh ar pal-se. An Oferennoù brezhonek a zeuio da heul.
Da c'hortoz, ar bloaz-mañ n'em eus gwerzhet nemet tri levr "Katekiz ar vugale"... e-skoaz 20.000 a zo da avielañ.
Deskomp 'ta bevañ santel ! Pep tra, da heul, a droio da vat.
Itron Varia Vreizh, pedit
evidomp !