Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
- Présentation de livre -
Nevezenti: L'Adultera gant Theodor Fontane, troet e brezhoneg gant Gérard Cornillet
L'Adultera, un daolenn gant Tintoretto, livour venezian eus ar 16vet kantved, a zo stag ouzh moger ti ar familh van der Straaten, bourc'hizien binvidik o vevañ e Berlin da vare
Par Anne-Sophie Leborgne pour An Alarc'h le 15/10/12 13:49

L'Adultera, un daolenn gant Tintoretto, livour venezian eus ar 16vet kantved, a zo stag ouzh moger ti ar familh van der Straaten, bourc'hizien binvidik o vevañ e Berlin da vare Bismarck. Kontañ a ra ar skrivagner dibaboù buhez Melanie, plac'h dieub a spered, ganti un emzalc'h re vodern moarvat evit hec'h amzer.

Theodor Fontane (1819-1898) a zo unan eus brudetañ skrivagnerien alamanek an 19vet kantved. Daoust d'e vrud e lakaas daou vloaz a-raok kavout un embanner evit L'Adultera, abalamour d'an danvez ha d'ar skeudenn a ro eus ar gevredigezh en e amzer.

Gérard Cornillet, troer, kelenner war an alamaneg, en deus savet geriadurioù brezhoneg-alamaneg hag alamaneg-brezhoneg.

236 p. ; 12 x 19 cm ; 11 € ; ISBN : 978-2-916835-42-6

Skignet gant An Alarc'h embannadurioù

analarch [at] brezhoneg.org

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn