Pa gave gantañ e oa dishañval a-walc'h ar brezhoneg skrivet diouzh ar brezhonegoù a gleve en-dro dezhañ eo bet Bernard Chapalain o tastum e-mesk an dud penaos e veze lavaret an traoù gante.
E Bro-Oueloù en deus labouret da gentañ ha ledanaet an dachenn da Vro-Dreger ha da Gernev-Uhel.
E doare ur geriadur galleg-brezhoneg eo graet e labour ha meur a stagadenn da heul diwar-benn danvezioù a bep seurt (anvioù plant, troioù-lavar, gerioù doareañ fentus pe goapaus...).
Ur skeudenn eo eus ar brezhoneg komzet e tro ar c'hantved e rannoù eus Breizh ha na oant ket bet studiet kalz betek neuze.
Geriadur ar brezhoneg komzet (Treger, Goueloù ha Kernev-Uhel) / Dictionnaire du breton parlé (Trégot, goëlo et Haute-Cornouaille) par Bernard Chapalain
Divyezhek —
ISBN: 978-2-916835-22-8
12 €
An Alarc'h embannadurioù