Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/23/23724_1.jpg
photos/23/23724_2.jpg
Armel Le Sec'h e Gouel Levrioù Karaez er "Studio" ABP-TV.
photos/23/23724_3.jpg
Al lec’hioù m’eo tremenet Owen dre enno e Breizh-Vihan. Kartenn gant Erwan Le Sec’h. Pajenn 9.
photos/23/23724_4.jpg
Skeudenn gant Erwan Le Sec'h. Pajenn 59.
- Dépêche -
Nevez embannet : “Beaj Owen” gant Armel Le Sec'h, kinniget e Gouel al levrioù e Karaes
Romant kentañ Armel Le Sec'h eo, « evit ar re yaouank hag ar re chomet yaouank », eme-hi. Skeudennoù blizidik-tre a zo gant Erwan Le Sec'h, mab an oberour.
Par Maryvonne Cadiou pour ABP le 2/11/11 20:30


Romant kentañ Armel Le Sec'h eo, « evit ar re yaouank hag ar re chomet yaouank » , eme-hi.

« Owen eo va anv. Ranket am eus tec'hout kuit diouzh va bro, Breizh-Veur, dirak ar Saozon, da vont da chom e Breizh-Vihan. »

« Ur bugel e oan c'hoazh pa oan aet kuit war vor, asambles gant Gwennin he blev ruz, ur gaer a blac'h. Diouganet e oa bet deomp gant ar sorserezh e chomfemp bev daoust d'ar gwall-amzer, d'al laeron-vor ha d'ar Franked. »

« Skiant e leizh am eus tapet en ur vont, a-drugarez da Weltas, abad Lokentaz, en deus heñchet ac'hanomp. »

« E dibenn ar veaj ne oan ket ur bugel ken... »


Skeudennoù blizidik-tre a zo gant Erwan Le Sec'h, mab an oberour.


Ul livourez brezhon a vicher eo Armel Le Sec'h. Krouet he neus ar gevredigezh Poellgor an Tarv, an divyezhek Poellgor Arzoù Breizh.

« An divyezhegezh, en Arz, evel er sonerezh, a zo un Awen, rak du-se eman stivell hor personelezh. Digor-frank war ar bed eman ivez, en abeg d'al lans spered a ro tro da zeskin kalz a yezh all... »

Roiñ a ra ivez Armel kaozeadennoù e brezhonneg pe e galleg diwar Arz Breizh hag hon identelezh ( voir notre article ) e brezhoneg, pe ( voir notre article ) e galleg.


http://sitekreator.com/ArmelLeSech/main_page.html ha http://mapage.noos.fr/poellgorantarv/galerie.htm


Embannet gant Skol Vreizh e Montroulez.

ISBN : 978-2-915623-85-7

EAN : 9782915623857

18,5 x 12

80 pajenn

http://www.skolvreizh.com/ diwar Skol Vreizh.

Da welout ivez ( voir notre article ) e galleg.


Maryvonne Cadiou ha Skol Vreizh.

Voir aussi sur le même sujet : salon du livre,Karaes,Armel Le Sec\'h
Kinig a ra Nantes Multimédia keleir breizhek e Naoned hag e Liger-Atlantel.
[ Gwelout pennadoù all gant Maryvonne Cadiou]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons