Setu Ned Thomas o tisplegan e galleg ar pezh a vez bevet hiziv an deiz e bro Gembre : justig-tre eo bet ar referendum e 1998, ha pa vez kenveriet gant stad an traoù e bro Skos eo re vihan galloudoù bro Gembre daoust dezho kaout 221 milliard a euroioù pa vez nemet ... ur million e Breizh !
Evit ar yezh e vez meneget gantañ e vez graet re a droidigezhioù gant ar melestradurehz, ha re nebeut a draoù krouet e kembraeg. Ofis ar c'hembraeg a zo evitañ gant ur spered saoz, hag ar yezh n'emañ ket mui war an dachenn politikel. Ar vodadeg veur en deus lakaet ar strolladoù stourm da sioulaat ha n'int ket ken efedus. Dilennadegoù a vo d'an 9 a viz C'Hevrer2010, ha gwelet e vo pa voto pobl Kembre evit kaout ur statud gwir, tostoc'h ouzh hini bro Skos gant ma vo muioc'h intanet eget e 1997 (a-enep :556 698 , 49,7 %)...
Evit an teuliadoù a-bouezh : an dour, an energiezh, ar skinwel zoken (kanolioù TV bro Gembre a zeu deus Londrez), ne vez ket dibabet anezho gant Kembre. Gant an enkrez ekonomikel e teu da vezañ startoc'h ar jeu : perak e vefe roet muioc'h d'an "Nations" (Skos, Kembre, Iwerzhon) evit d'ar "Regions" (ar peurest deus Breizh Veur) ?