Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Fulup ar Braz
Fulup ar Braz
- Lettre ouverte -
Lizher gant Fulup ar Braz, pennsekretour SNEIP-CGT da renerez ha kadoriaded Diwan : stourm evit ar c’hopridi, Diwan hag hor yezh
D'an Itron Anna Vari Chapalain Renerez de DIWAN D'an Aotrouien Serj Gwegoù ha François-Gael Rios Kadoriaded Diwan Itron, Aotrouien, Ur bloavezh plijus a hetan deoc'h ha kement all d'an holl goskorioù evit 2013. Emaon o tont
Par Bertrand Deléon pour CGT-SNEIP le 7/01/13 19:34

D'an Itron Anna Vari Chapalain

Renerez de DIWAN

D'an Aotrouien Serj Gwegoù et François-Gael Rios

Kadoriaded Diwan

Itron, Aotrouien,

Ur bloavezh plijus a hetan deoc'h ha kement all d'an holl goskorioù evit 2013.

Emaon o tont davedoc'h en-dro da-heul ho kemennadenn a roit da c'houzout enni an droug a sav ennoc'h diwar an titouroù bet skignet gant ar c'hKHL-CGT – Deskadurezh Prevez. Brouezet gant ho kemennad n'on ket met bezañ souezhet ne lavaran ket.

Ur sindikad a gomz evit ar c'hopridi en o anv eo ar c'hKHL-CGT. Lakaet eo bet da bal dezhañ difenn ar c'hopridi-se diouzh e wellañ. Talvezout a ra evit an holl grafoù e-sell ar goproù hag evit pep hent da vont gantañ da gaout ar gwellañ aozioù labour kement-ha-kement.

Gant-se e vezomp war hon evezh pa vez kaoz eus an niver a bostoù lakaet gant ar Stad, p'emañ Diwan dindan gevrat kevrediñ ganti, eus an tu da gevratañ an abretañ ar gwellañ da sevel ha diazezañ war hir dermen ha skañvaat perzhiañ ar familhoù ; ken diaes eo deuet an traoù da vezañ evit pep hini.

Mont a reomp da ober ur sindikad derc'houezus. Diwar-se hor beze darempredoù lies ha stank gant holl liveoù ar Stad, hini ar Vinistrerezh en o zouez. Meur a c'houlenn a-zivout Diwan zo bet savet di ganimp, war ar c'hevratañ ha war kemmoù zo lakaet evit rouedad skolioù Euskadi paneveken.

Ne c'hallit ket bezañ souezhet gant kement-se, Itron Renerez, Aotrouien Kadoriaded, rak roet hor boa anezho deoc'h da glevet e-doug hon emgav en ho stavell e Landerne e miz Here tremenet.

Ya, ur gevrat zo etre ar Stad hag ar skolioù euskarat a ro o gwir sevel skolioù nevez dezho, dre vezañ en anv « adskolioù », hep gortoz 5 bloaz evit bezañ dindan gevrat. Ya, ez a da zistennañ ar rouedad hag ar familhoù. Ya, mont a rafe da greñvaat Diwan ma c'hallfemp ober kement all e Breizh.

Ya, souezhet bras e oa ar Vinistrerezh gant an ezhommoù tud goulennet gant Diwan warlene. N'omp ket hegredik, Itron Renerez, Aotrouien Kadoriaded, ken ne vimp ket paket en antell kozh-Noe a zo anezhi dizunanniñ a-benn ren gwelloc'h a-se ; hogen ez eus peadra da stadañ emglevioù zo estreget e Breizh, goulennoù pell uheloc'h all graet gant rouedadoù all, diwar skouer ar 40 post goulennet gant ar C'halendretas warlene.

N'hon eus tamm mennentez ebet da stourm ouzh Diwan, Itron Renerez, Aotrouien Kadoriaded, nag ouzh an holl dud a-youl vat o labourat evit diorren hor yezh, met sammet eo ganimp ar garg a lakaat an holl berzhidi da sammañ o c'hiriegezh, pa vefe renerezh Diwan. En unvaniezh e rankfe bezañ kement-mañ diouzh hon tu bepred.

Diskouez anat a ra ar c'hKHL/CGT e youl da zifenn diouzh e wellañ lazioù labourerien ar skolioù Diwan. N'hon eus kelenn breizhadelezh ebet da reiñ da zen ha nebeutoc'h deoc'h, Itron Renerez, Aotrouien Kadoriaded, met n'hon eus ket da gaout diganeoc'h kennebeut. N'omp nag enebourien, na jakobined.

Bezit dinec'h, n'eo ket hor c'hoant dont da vezañ kenverourien ha gouzout a ouzomp petra eo hor renk : a-gevret gant al labourerien.

Abalamour da se e savimp ingal goulennoù, haeriñ arc'hadurioù, pa ouzer ez eo dre ober ar c'hreñv e vezer trec'h war tra-mañ-tra. Ministred eus Breizh zo er gouarnamant ha n'int ket dister. Bremañ eo sevel ha gallout a rafemp mont skoaz-ouzh-skoaz mar karit a-walc'h.

Da'm zro an hini eo da grediñ lavaret deoc'h ez eo bezañ touellet soñjal e c'hallfec'h gounit stourmoù hep o boulc'hañ ha hep bodañ ar muiañ a dud pe nerzhioù ret.

Itron Renerez, Aotrouien Kadoriaded, gouezit pegen aner eo tamall un aozadur evel ar c'hKHL-CGT. Abaoe 1895 e vezomp diouzh tu al labourerien.

Kendelc'her a ray ar c'hKHL-CGT e labour evit ar c'hopridi, e stern kement aezamant zo da gaout, ar c'hevratañ hag evit kalz abegoù all. Gant-se em eus kejet ouzh Maer Kistreberzh a-zivout stad truezus skol Diwan ar gumun-se. N'en deus ket c'hwitet hemañ da zegas soñj din ez eo Diwan an implijer. Sonn, kourtez ha spletus war un dro eo bet an eskemm-se. Hep ket a var e anavezit ar raktres a zegasfe un diskoulm a zere. Kas a rafe Diwan da hastañ disentezioù da c'hortoz ; ken abred ez aimp d'ho kaout war an afer-se.

Itron Renerez, Aotrouien Kadoriaded, n'omp ket enebourien Diwan, ar c'hontrol bev zoken. Strivañ a reomp da reiñ tu d'ar re yaouank deskiñ hor yezh, e stern ar c'helenn kinniget gant Diwan. Ne dalvez ket degemer forzh petra evit ar c'hopridi, n'o deus kelenn da gaout digant den ebet war o engouestl kennebeut.

Bezit asur, Itron Renerez, Aotrouien Kadoriaded, e chomin war evezh bras hag e-keit-se degemerit ma gwellañ gourc'hemennoù, o daou en anv ar sindikad.

Fulup ar Braz,

Pennsekretour.

Voir aussi :
logo
Ho pediñ a ra ar CGT da zont diouzhoc’h en hec’h obererezh hag er vuhez sindikel, da vezañ lodek ha da ziorren enni. Ouzhpenn kargidi, dileuridi, dilennidi pe kannidi c’hoazh a ya da ober ar CGT. Kenober gant poell e 650000 ezel eo nerzh pennañ ar CGT a-benn gwellaat kerzh an holl. En em gavout a ra an holl c’hopridi « Asambles evit ober ».
[ Gwelout pennadoù all CGT-SNEIP]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons