Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
LibreOffice 4.0.3 e brezhoneg
LibreOffice 4.0.3 e brezhoneg D'an 23 a viz Mae 2013. Laouen eo The Document Foundation hag An Drouizig o kinnig deoc’h LibreOffice 4 e brezhoneg. Traoù nevez e-leizh a vez kavet ur
Par Denis Arnaud pour An Drouizig le 23/05/13 18:55

LibreOffice 4.0.3 e brezhoneg

D'ar 23 a viz Mae 2013.

Laouen eo The Document Foundation hag An Drouizig o kinnig deoc'h LibreOffice 4 e brezhoneg.

Traoù nevez e-leizh a vez kavet ur wech c'hoazh. En o zouez :

KETAL KEVREGAT

Adventet pe goazhet e vez ar skeudennoù gant al lañser kemperzhel Koazhañ ar skeudennoù... e-barzh Draw, Impress ha Calc, ket c'hoazh e-barzh Writer ; skrammañ an titouroù boutin : mentoù orin, mentoù en teul. Bremañ e vez digresket diarunusted ar skeudennoù dre arventenniñ ur vent nevez (led/sav e pikselioù ha PDM) ; koazhañ hep koll (PNG) pe gant koll (JPG), arventennit ar berzhded hag al live koazhañ ; diuzet e vez an algoritm etrelotodiñ (adstandilhonañ) (Toma¸ Vajngerl).

Gwellaet eo bet perzhded skrammañ ar skeudennoù (Toma¸ Vajngerl).

Diuzet e vez an destenn diwar ar voestadoù emziviz (Tamas Zolnai).

Bremañ e weler un alberz eus ar stiloù dre varrennad ar stiloù (Jan Holesovsky).

Skrammañ/kuzhat ar stiloù war ar voestad emziviz Stiloù ha mentrezhañ (Cédric Bosdonnat).

Ardoer nevez evit ar patromoù. Bremañ e vez tapet patromoù nad int ket a-orin gant LibreOffice. Patromoù heuliadoù burevek all a vez ardoet evel ar patromoù mod ODF. (Rafael Dominguez ha Cédric Bosdonnat).

WRITER

Staget e vez bremañ un askelenn ouzh ur bloc'had testenn. Kalz aesoc'h ez int da gompren neuze. Bremañ e vez ereet ar bir ouzh ur strollad gerioù usskedek (ul lizherenn e oa hepken a-gent). Evit poent eo bevennet ar strollad d'ur rannbennad nemetken. (Miklós Vajna)

Enporzhit teulioù mod MS-VISIO pe MS-Publisher e-barzh LibreOffice 4.0 !

Kemmit neuz ho heuliad burevek : Grit gant ur Persona da bersonelaat LibreOffice bravoc'h c'hoazh. Ostilhoù > Dibarzhioù >LibreOffice > Personelaat > Diuzañ ur Persona. Dibabit ur Persona a blij deoc'h ha pegit e chomlec'h er voestad emziviz, kadarnaat ha gantañ e ray LibreOffice (Jan Holesovsky)

Enporzhiet e vez an notennoù skrivet gant an dorn eus an teulioù mod DOCX ha RTF (hegerz gant Word war un 'Tablet PC') (Eilidh McAdam).

Ar bommoù jedoniezh gant mentrezh kenidik mod RTF a vez skoret mat ken evit an enporzhiañ hag an ezporzhiañ (Miklós Vajna).

Meret e vez talbennoù ha treid pajennadoù disheñvel evit ar bajenn gentañ hep ober gant ur stil pajennad spesadel (Miklós Vajna).

Stadegoù testenn zo e-touez an traoù nevez. Bremañ e vez spisaet an arouezennoù o vevenniñ ar gerioù. Talvoudus eo — da skouer — evit an emmedoù o vevenniñ al lavarennoù gennet. (Caolán McNamara).

Mar kliker war ur vaezienn e vo diuzet. A-raok e oa lakaet ar reti dirazi (Cédric Bosdonnat).

"LibreLogo" areg gouleviñ evit ar c'hevregadoù sturiadel. Barrennad ostilhoù ha jubennerez Logo (László Németh, gant skoazell András Tímár evit an enkorfañ).

CALC

Gwellaet eo bet an digonustedoù gant digoradur an teulioù mod ODS (Daniel Bankston).

Pa zigorer an teulioù mod ODS ha XLSX e vez skrammet gwerzhioù ar reollunioù evel ma oant pa oa bet enrollet an teul, hep jediñ en-dro ar reollunioù gant digoradur ar restr (Daniel Bankston).

Herrekoc'h eo digoradur ar restroù bras ;

Pa 'z eo bet arveret ar restr gant un den all da ziwezhañ e vo skrammet ar gwerzhioù evel ma oant gant an urzhiataer-mañ. Disoc'hoù disheñvel a c'hall bezañ roet gant urzhiataerioù disheñvel, reizhiadoù korvoiñ disheñvel, h.a.

Ur gemennadenn zo roet d'an arveriaded gant an digoradur.

Gweredekaet/diweredekaet e vez ar gemennadenn dre Ostilhoù > Dibarzhioù > LibreOffice > Calc > Reollunioù > Adjediñ gant kargañ ar restr.

Muioc'h a zoujañs ez eus e-keñver ar skouerieg mod 'ODF Open Formula' dre geflouerañ un arc'hwel PE-dispellaus.

Bremañ e vez spisaet penaos keweriañ un hedad arouezennoù goullo e-barzh ur reollun.

Ezporzhiadur al leadelloù liv hag an tellunioù betek un teul mod XLSX a ya mat en-dro. Neuze ez eo bet gwellaet ar geverlec'hded gant an teulioù mod Microsoft Office 2010 ha nevesoc'h.

IMPRESS

Stad stalaf an treyonennoù a chom er vemor (Rob Snelders).

Ur pellanker Impress ez eus bremañ evit ar pellgomzerioù dre Android (Andrzej Hunt).

DRAW

Gwellaet eo bet alberz ar pajennadoù e-barzh Draw/Impress dre an dreiststandilhonañ (Toma¸ Vajngerl).

Hegerz eo barennad Kelc'hioù hag elipsennoù Impress e-barzh Draw (Rob Snelders).

Gwellaet eo bet dibennoù al linennoù - ouzhpennet ez eus bet plat, rontaat, karrezek. Klik dehou war al linenn > Stiloù ar c'hornioù hag an dibennoù (Regina Henschel, Armin Le-Grand - Apache).

KEMMOÙ A DIZH AN HOLL ANEZHO

Gant LibreOffice e teu 4 familh nodrezhoù digor o zarzh : Open Sans (Ascender), PT Serif (ParaType), Source Code Pro et Source Sans Pro (Adobe).

Enkorfet eo bet ar c'homenad CMIS evit ma vo tizhet aes an teulioù enrollet e-barzh ur Content Management Systems/Reizhiad da ardeiñ endalc'hadoù (CMS) evel Alfresco, Nuxeo, SharePoint... (Cédric Bosdonnat).

Digresket eo bet lodenn ar voneg Java : lakaet eo bet Ameilerioù evit ar pelleiladennoù hag al lizhiri e Python (Xisco Faulí).

Sil nevez da enporzhiañ teulioù mod M-S Publisher. Lennit ar blog.

Evit pellgargañ LibreOffice 4 e brezhoneg, kit da lec’hienn An Drouizig, (voir le site)

Voir aussi :
logo
Créée en 2003, l'association An Drouizig a pour but de développer l'usage de la langue bretonne dans le domaine des nouvelles technologies. Mozilla Firefox, ainsi que d'autres grands standards du logiciel libre comme son compagnon idéal, le logiciel de messagerie Mozilla Thunderbird ou encore la suite bureautique LibreOffice, les logiciels Gimp, Inkscape, Scribus sont également disponibles en breton.
[ Gwelout pennadoù all An Drouizig]
Vos 3 commentaires
Maneguen Le Mardi 28 mai 2013 19:59
Ketal Brezhonek
edon gant LibrOffice3 gant ur c'hetal brezhonek hag ur wech staliet 4.0 en em gavan gant ur c'hetal gallek ha tu ebet da zibab hini brezhonek na vez ket kinniget... Penaos ober ?
(0) 
Drouizig Le Mardi 28 mai 2013 20:42
gwelet:
http://www.drouizig.org/index.php/br/meziantou/42-burev/197-stalian-libreoffice
(0) 
Maneguen Le Mercredi 29 mai 2013 21:48
Ketal brezhonek : bennozh Doue deoc'h, deuet on a-benn d'e staliañ.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons