Spontet eo Kevre Breizh gant komzoù mezhus a-berzh ministr an Deskadurezh Stad er 21añ kantvet bet dalc’het gant Jean Michel Blanquer diwar-benn ar c’helenn dre soubidigezh, ha dre vras gant nac’hadenn an holl gemmoù-lezenn evit gwellaat diorren ar yezhoù-rannvro bet kinniget e-pad votadeg al lezenn evit ur skol a fiziañs. Lavar gaou toullet eo komz eus an unyezhegezh evel m’en deus graet d’ar 16 a viz Mae pa’z eus eus ar reizhiad-mañ er Frañs abaoe 50 vloaz en Euskadi, ouzhpenn 40 vloaz e Breizh, ganti disoc’hoù mat ken-ha-ken ha stummet enni yaouankizoù divyezhek ha zoken liesyezhek, digor war liested ar yezhoù hag ar sevenadurioù. Graet e vez gant an hentenn-se un tammig e pep lec’h dre ar bed, evit ar galleg hag all e proviñsoù saoznek ar C’hanada.
Ar reizhiad unyezhek an heni eo a chom uhelvennad an Ao. Blanquer eta, en ur vro unyezhek kaeet e-kreizig-kreiz he harzoù.
Ouzhpenn se e teu treut lod ar yezhoù-rannvro gant adreizhadur al lise hag ar vachelouriezh, evel ma’z eo bet lakaet en a-raok gant Max Brisson, daneveller al lezenn er Sened. Lezet e vezont da zibab gant un nebeud arbennikourien hepken war-goust ur c’helenn priziet ha kinniget d’an holl, hag e c’heller e choaz en holl hentadoù evel glad pep heni.
Evit a sell ouzh an treuziad-skol eo bet engouestlet kentañ ministr Édouard Philippe da souten diorren an tri hentad divyezhek (divyezhek publik, divyezhek katolik ha divyezhek kevredigezhel dre soubidigezh Diwan) d’an 8 a viz C’hwevrer 2019 dre sinañ Kevrat an oberezh publik evit Breizh. Sevel a ra Kevre Breizh a-enep diouer ar ministr Jean Michel Blanquer en deus lakaet degemer ur gemmadenn diefed ha diamplet emañ daneveller al lezenn ec’h unan a-enep dezhi, kement hag an holl gevredigezhioù. Gant se e c’houlenn groñs kenurzhierezh sevenadurel kevredigezhioù breizhek Kevre Breizh ma vo lakaet e plas ur wikefre aes a raio tu d’ar familhoù da zibab an hentad kelenn divyezhek par-ouzh-par pe dre soubidigezh, er c’helenn publik evel en heni prevez pe gevredigezhel.