Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/52/52553_1.jpg
Fañchig a sello ouzhomp, tud deuet o deus laosket Blanquer embann e oa echu ar soubidigezh...
- Chronique -
Kroget eo ar Redadeg, ha kroget mat !
Loc'het e Karaez gant 100 den hepken, setu ar Redadeg o kreskiñ tamm ha tamm, ha gant embannadurioù nevez ar gouarnamant, arabat krediñ e vo nebeutoc'h eget 10 000 a dud ba Gwengamp disadorn !
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 24/05/21 9:16
Redadeg 2021 : yaouankiz diarc'hen war an hentoù :

Loc'het e Karaez gant 100 den hepken, setu ar Redadeg o kreskiñ tamm ha tamm, ha gant embannadurioù nevez ar gouarnamant, arabat krediñ e vo nebeutoc'h eget 10 000 a dud ba Gwengamp disadorn !

Ha, gant niver ar rederien, emañ ar fulor o kreskiñ, fulor ar Vretoned, an Euskariz, ar C'hataluniz, difennerien an demokratelezh e Breizh... Poent eo kenderc'hel ar stourm kroget e Brest gant kelennerien ar Releg pa oa bet tennet eurvezhioù brezhoneg dezho, ha da liseoù Diwan ivez. Kendalc'het dindan ar glav, dindan an heol gor, ha bremañ dindan barradoù avel war hentoù Breizh.

Video Christophe Hoyet ha foto ar Fañchig a zo arrouezhioù an dazont : Europa liesyezhek ha digor war ar bed. Tud o redek diarc'hen war an hentoù. Ton Sul Lors Jereg ivez, gant Paol Molag, gant e gomper o tiskouez youl yaouankiz ar vro evit ma cheñchfe an traoù, en un doare positivel, nann-feulstr.

Piv a glevo a-raok ma vo re ziwezhat ? Piv a glevo ba Pariz mouezh ar re zo bet flastret o yezh, o identelezh (Blanquer o lavarout e oa "un taol arnod ar soubidigezh" pa oa 50 vloavezh a vugale barrek e yezhoù a-drugarez d'ar soubidigezh !!!).

Neuze tudoù, kit da Wengamp disadorn, evit diskouez fulor ar Vretoned, fulor an dud er bed a zo bet goapaet kement zo, gant ur Stad ne ra ket foutre kaer eus an dud ne gomzont 'met ur yezh : ar galleg, Ankou al liesseurted er bed.

Voir aussi sur le même sujet : redadeg, stourm, brezhoneg, diwan
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons