Ne oa ket aes, met kavet eo bet gant ul lennerez
Penaos e vez lakaet e KLT : " Get an amzer, pep den 'n em gav mat get an hani gozh èl daou ejon edan ar memes yav " ?
" Gant an amzer, pep den n'en em gav mat gant an hini gozh dindan ar memes yav "
" Me soñj din eo se ", gourc'hemennoù Anna, o c'houzout e oa ur c'houblad o koshaat asambles.
Trede goulenn :
- Ur pouazhour gouloù oc'h-c'hwi !
Hag evit ar re ne blijont ket dezho ar gerioù levezonet gant ar galleg, a-wechoù eo mat selaou ar re gozh ha klevout ur yezh saourus ha leun a fent, gant gerioù galleg, ha neuze ? Gant un taol-mouezh dispar, ha darempredoù dreist, n'eo ket ar pep pouezusañ.
Hag evit ar bismigerien-se, ur goulenn all : petra eo an diforc'h etre " interessant " (damned ! ur ger galleg), ha " dedennus " ?