Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
Le carousel
Cliquer sur la photo pour l'agrandir, puis flèches clavier pour naviguer (11 photos)
- Reportage photos -
Konk-Kerne : barrad-amzer "Alex"
Un taol-sell ouzh distro Alex e bro-Gerne. Fotoioù (gwener 02 Here 2020). MAJ 5/10/2020
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 3/10/20 18:35

An holl a oar pegen kreñv eo bet ar barrad-amzer, « Alex » e añv, a oa o troidellat en un dresadenn dic'hortozet-krenn dirak aodoù ha betek kalon Breizh e-pad an daou zevezh tremenet.

Liammet ouzh ar memes sistem eo bet ar barradoù-avel pe ar glaveier o deus skoet dec’h gant Alpoù-ar-C'hreisteiz (traonienn ar Vezubi/Vésubie, anavezet evel ur baradoz evit ar valeadourien alpek) tostik-tost ouzh arzhoù bro Itali. Nemet e oa spontus-kenañ an dismantroù eno.

E Breizh, e lec’hioù zo, kreñvoc’h evit ar gorventenn e 1987 ?

Evit Breizh, sifroù dispar zo bet enrollet gant binvigi meteo :

. Tizh an avel (186 kilometrad dre eurvezh, e Gerveur - da lâred eo muioc’h evit Gerveur eget taol-amzer istorel 1987 e Breizh - , 157km/eur en enez Groe/Groaz)

. Gwask an aer pe bouez an aer. Uhelwask/Izelwask en hektoPaskal . Sant Nazer (44) : 984, Kemper (29) : 983, Gerveur hag An Oriant (56) : 974. Dâ lâret eo : izel kenañ eo deut da vezañ ar gwask buan-tre. Me gav din – pe en em c’houlennan d’an nebeutañ - e vez al laboused kizidik ouzh gwask an aer, a-raok na teufe ar barrad-avel. Petra eo o soñj deoc’h war ar poent-se ?

Ar gwask normal, war vord ar mor, a zo 1013 hPa.

Notenn : e-barr an Everest 8848m pe en tu all da 8000m, n’eo nemet 20 % (ugent dre gant) eus ar gwask e live ar mor, e 6000 metrad a uhelded n’eo nemet 40 % (daou-ugent dre gant) anezhañ dre vraz. Ur benveg-uhelder ("altimètre", e galleg) implijet gant an alpaerien ha savet evit ur reizhded a 10 (dek) metrad, a c’hell cheñch-dicheñch an disoc’h diskouezet gantañ dre 100 (kant) metrad, hervez argemmadoù ar meteo, pa chomer war ar memes lec'h hep pignat na diskenn!

. Glaveier e milimetrad dour (mm). 1 milimetrad = 1 litrad dour dre m2

Beg-ar-Raz : 31.6, Kamaled : 30.6. Kemper ha Gwened (rampo!) : 26.1 mm.

Gwasoc'h c'hoazh pa vez reverzhi

Ouzhpenn-se, ma vez mare ar reverzhi pa sko ar barradoù-amzer hag ar glaveier-puilh e vo gwashoc’h c’hoazh an disochoù pe an efedoù, war vord ar mor.

Ul liamm kevrinus etre Penn-ar-Bed hag Alpoù-arvorel : levr diwezhat JMG Le Clézio

N’eo ket Alex nemetken hag a sav ul liamm etre Penn-ar-Bed hag Alpoù-arvorel. E-barzh levr diwezhat J.M.G. Le Clezio (bet resevet gantañ priz Nobel al lennegezh, e 2008) e vez añv eus Sant Voran / Sainte-Marine, e bro Vigoudenn eus un tu ha Roquebillière, ur geriadenn alpek e traonienn ar Vezubi / Vésubie eus un tu all.

Da skouer :

« Le temps dont je parle, lorque j’avais dix ans, était le temps où beaucoup d’hommes, à Sainte-Marine, à Saint Guénolé, à Loctudy, au Guilvinec, vivaient de cette vie .C’était un temps de courage et de force de caractère qui unissait tous les lieux de la côte. .../… J’ai retenu ces mots qui parlent de la pluie et des nuages, glav, glao, glao-bil, glao stank, glao sil, pluie à verse, pluie fine, glaoier, ailhenn, ibistrenn, le crachin…» (pajennadoù 32 ha 33, gerioù brezhonek e destenn a-orin).

« A cause de la guerre, il n’y a plus rien de moderne. .../...Il n’y a que les hommes qui fauchent à la main, dressent les bottes .../… C’est très ancien comme si le monde n’avait pas bougé depuis le néolithique. .../… Je ne le sais pas à ce moment, mais je suis en train de vivre les derniers instants de la civilisation agricole. Je verrai la moisson plus tard, en Bretagne, mais je ne la vivrai jamais comme celle de Roquebillière. .../... » (pajennad 127)

Fulor ha braventez an natur

Setu, staget ouzh ar pennad-mañ, un toullad a votoioù bet tapet dec’h da noz. N’int ket ken spontus ha reoù all embannet e lec’hioù all, marteze. Mes n’int ket ken voutin kennebeut. Ha n’e oa ket kement a dud, dindan ar glav hag en avel, o sell ouzh braventez an natur. Dav eo da vorzh piv bezañ war evezh, ha chom a-bell, rak ar mor den ne c’hell talañ outañ, nag ouzh kreñvded ar wagenn galloudus.

Evit gouzout hirroc’h

. Alex: (lec’hienn www.meteo.bzh)

. reverzhioù: (lec’hienn https://maree.shom.fr)

. rakweladennoù: (lec’hienn www.meteo.bzh)

. taol-arnev: (lec’hienn www.meteo-france):

. gwask:   (lec’hienn www.meteo-france)

. Vezubi: (lec’hienn www.meteo-france)

. levr « Chanson bretonne, suivi de : L’enfant et la guerre » , J.M.G Le Clézio, Gallimard, dastumad NRF, c’hwevrer 2020, 154 pajennad, ISBN 978-2-07-289499-2.

Gerioù

. argemmad(où) [paotr e bzg] = variation(s) [plac'h e galleg] - geriadur Al Liamm 2014

MAJ 5/10/2020. Diwar levr J.M.G Le Clézio. E koun Jean Corniglion, marvet e menezioù himalaiek, ha beziet e Roquebillière.

Voir aussi sur le même sujet : Bretagne, Concarneau, Alex, météo, tempête
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons