Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Chronique -
Komz brezhoneg : ur stourm ?
Kronikenn 40 vloaz Diwan o kenderc'hel, ur wech ar sizhun, a-hed an hañv.
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 28/06/17 12:53
:

Trede pennad goude "Istor ar c'helenn dre soubidigezh", hag "Adperc'hennañ ar brezhoneg dre ar skol"

« En un toull-bac'h emaomp pa gomzomp brezhoneg » eme Vernez Tangi. Gwir pe gaou ? Ha ma ne vefe ket eus Diwan, piv a gomzfe brezhoneg hiziv e- touez ar rummadoù yaouank ? Ha perak e oa ken diaes stourm evit gallout bout skoliataet e yezh ar vro ?

Manifestadegoù, stourm dizehan

Evit krouiñ ur skol nevez, evit mont a-enep stad bro C'hall, a-enep an Deskadurezh Stad e oa ret kavout doareoù dic'hortoz ha nann-feuls a ziskoueze nerzh ha c'hoant ar Vretoned da gaout ur skol dre soubidigezh. E Karaez, Kemper, Roazhon, Naoned… e oa bet diskouezet an nerzh-mañ. Evit al lise e oa bet aozet ur pezh mell vanifestadeg hag aze e oa splann e rankfe bout staliet lise Diwan e-kreiz ar vro. E « Droit de réponse » gant Polac e 1984 e oa bet ivez un taol kaer evit diskouez nerzh Diwan, mennozh ganet gant ur strolladig a dud e penn Diwan.Komz brezhoneg : ur stourm ?

« En un toull-bac'h emaomp pa gomzomp brezhoneg » eme Vernez Tangi. Gwir pe gaou ? Ha ma ne vefe ket eus Diwan, piv a gomzfe brezhoneg hiziv e- touez ar rummadoù yaouank ? Ha perak e oa ken diaes stourm evit gallout bout skoliataet e yezh ar vro ?

Manifestadegoù, stourm dizehan

Evit krouiñ ur skol nevez, evit mont a-enep stad bro C'hall, a-enep an Deskadurezh Stad e oa ret kavout doareoù dic'hortoz ha nann-feuls a ziskoueze nerzh ha c'hoant ar Vretoned da gaout ur skol dre soubidigezh. E Karaez, Kemper, Roazhon, Naoned… e oa bet diskouezet an nerzh-mañ. Evit al lise e oa bet aozet ur pezh mell vanifestadeg hag aze e oa splann e rankfe bout staliet lise Diwan e-kreiz ar vro. E « Droit de réponse » gant Polac e 1984 e oa bet ivez un taol kaer evit diskouez nerzh Diwan, mennozh ganet gant ur strolladig a dud e penn Diwan.

An avel viz : Françoise Morvan, skeudenn Breiz Atao…

Stourm e Breizh a-enep an dud a soñje e oa bed Diwan ur « monde comme si », evel ma lavar titl levr Françoise Morvan embannet e 2002. Daoust ma kaver 60 gwech ar ger « diwan » gant Françoise Morvan en he levr, ne c'heller ket degemer pa lavar e vez skoliataet e Diwan bugale Talbenn broadel Breizh, holl gristenien ha mibien ar vezenn Perrot… N'eus ket a bolitikerezh e Diwan, douget hiziv c'hoazh gant ar garta ha degemeret e vez an holl vugale forzh peseurt relijion pe strollad politiket e vefe o zud.

An avel diabarzh : brezhoneg bro Gwened ha gallaoueg

Stourm evit brezhoneg ar vro a zo e karta Diwan ivez, met pell emañ Yann pe Varjan eus (h)e c’h/gazeg. Re alies e vez gwelet c'hoazh gwenedourien yaouank ha na gredont ket mont en o yezh dirak bugale a gomz ur brezhoneg « standard », lesanvet gant lod an « diwaneg », hag ur stourm diabarzh zo da gas evit ma c'hello pep hini ober gant brezhoneg e gorn bro, gant un taol mouezh a zere hag ur yezh pinvidik ha fonnus.

Voir aussi sur le même sujet : 40 vloaz, Diwan, deskadurezh
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 2 commentaires
Jeannotin Le Mercredi 28 juin 2017 14:32
"An avel diabarzh"
Ba du-mañ vé gwraet "ur bramm" deus an a'el deus an tu-dabarzh.
(0) 
Soazig Le Mercredi 28 juin 2017 23:58
Jeannotin, pe "an den a wrie brammoù ouzh diabarzh an aeled".
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons