Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/43/43871_1.jpg
Gouel ar Pouldu, gant 1000 den war an dachenn, 60 den a youl vat evit Kuzul Skoazell skol Diwan Kemperle
- Chronique -
Diwan : un doare nevez da aozañ ar bloavezh evit Marjan ha Yann v.brezhoneger.ez ?
25vet pennad tennet eus "Diwan, 40 vloaz dija !". "Kondaonet eo ar skolioù da glask arc'hant evit treuzvevañ dre abadennoù sevenadurel, met gant foarioù al laou, loto, saloñs playmobil...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 18/12/17 13:04
:

25vet pennad tennet eus "Diwan, 40 vloaz dija !". "Kondaonet eo ar skolioù da glask arc'hant evit treuzvevañ. Setu neuze penaos e oa bet graet un deiziataer Diwan evit an holl a skoazell ar skolioù dre soubidigezh e brezhoneg.

Evit ar re a blij dezho skoazellañ Diwan ha komz brezhoneg e pep lec’h e Breizh e vez aozet darvoudoù a-hed ar bloaz, ha kement-se se dibaoe ganedigezh Diwan evit lod anezho. Nerzh krouiñ traoù nevez er vro, festoù noz treuzwisket evel e Banaleg (fest-noz pilhoù e miz Meurzh), ar saloñs Playmobil nevez ‘zo e Montroulez, Tro Menez Are …

Etre miz Genver ha miz Even

Kregiñ a ra gant festival Taol Kurun, krouet gant Diwan Kemperle hag adkemeret gant Ti ar vro Bro Kemperle gant abadennoù a bep seurt aozet gant Diwan (kenstrivadeg dibluskañ patatez, kafe pemp eur, kleub lenn, Gouel ar vugale gant Morwenn le Normand,... e 2017), Deizioù an Oriant (gant ar brezidantez bet prezidantez Diwan an Oriant ‘pad pell), fest-noz Banaleg da heul (dastumit ar pilhoù a zo er gêr ha kit da c'hoarzhin !), e miz Mae meur a dra : Tro Menez Are, gant 7 000 baleer e-kreiz Menezioù Are. Krouet e oa bet an dro vale evit arc’hantañ ar skol, ha dreist-holl ar post ATSEM. Ar Redadeg a vez aozet ur bloaz diwar zaou, e pep lec’h e Breizh, ar skolioù Diwan a vez e penn an aozadur e meur a vro. Deiz-ha-bloaz Diwan a vez aozet bep dek vloaz, hag un abadenn veur a vo evit an 40 vloaz, kredapl e miz Mae 2017.

Miz Gouere-Miz Kerzu

E-pad an hañv e vez tud a youl vat Diwan o labourat e Karaez evit an Erer kozh, e Kraozon evit festival Penn ar Bed, en Oriant, e gouelioù kost’ an aod evit sikour o skolioù, e ti-krampouezh Diwan b'an Oriant abaoe daou vloavezh, a-drugarez da Lisardo, rener ar festival, c'hoant gantañ sikour ar skolioù. Leun-chouk eo an agenda : gouel al levrioù gant brezhonegerien, bihan ha bras, foar al laou e Montroulez...

Milionoù a grampouezh a zo bet graet evit Diwan hag a lak ar gevredigezh da vout yac’h, evel e bro Euskadi gant an taloa, krampouezh graet gant bleud maiz. Gouzout arc’hantañ ar skolioù en doa lakaet an dud en diavaez da welet e oa kad Diwan da zastum arc’hant, evel da geñver an tombola a zastumas 15 270 euro e 2013, daoust ma vez gwelet a-wechoù gant tud zo evel un « tailh ha n’eo ket tapet diouzhtu ». Gouelioù 'zo a zastum kazi 20 000 euro, met evit se, ret eo bout meur a skol, 50 den er skipailh, ha miliadoù a eurvezhioù labour a youl-vat gant tud o deus kirriegezhioù tud a vicher !

Voir aussi sur le même sujet : stourm, diwan, 40 vloaz, lennegezh
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons