Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Chronique -
Kleweled e brezhoneg : dale pe dihun ?
22vet pennad war istor Diwan ha nerzh krouiñ e brezhoneg e arzoù ar gomz, met ivez e bed ar c'hleweled
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 26/11/17 20:37
:

22vet pennad war istor Diwan ha nerzh krouiñ e brezhoneg e arzoù ar gomz, met ivez e bed ar c'hleweled

Ur wech e oa Bleu Breizh Izel hag istorioù brav Sten Charbonneau, bugaligoù o respont dezhañ dre bellgomz, gant plijadur, mouezhioù yaouank. Un nebeudig amzer goude, setu TV Breizh hag ul labour dreistordinal evit eilmouezhiañ tresadennoù bev hir, ar pezh na oa bet graet james gant France 3 james.

Ha tamm-ha-tamm, brezhoneg er radio, nebeut en tele, nebeut-tre, un islonk er sinema, met dre Internet, ur Webtv gant Brezhoweb, ul lec’hienn filmoù eilmouezhiet ha tresadennoù bev da bellgargañ : Breizhvod, krouerien yaouank o tont war wel...

An aozadurioù ofisiel

Hiziv an deiz e Breizh eo simpl a-walc’h dremmwel ar c’hleweled : Daoulagad Breizh, Brezhoweb, Frañs 3, Kalanna, Gwengolo Filmoù, hag ar chadennoù lec’hel Tebeo, TV Roazhon, TB Sud.

Ur festival, e Douarnenez fin miz Eost, ha Filmoù e Breizh evit kenurzhiañ an traoù. Ur milion a euroioù dispignet er Rannvro evito. Diaes neuze evit ar re a zo ‘maez eus ar sistem krouiñ traoù nevez. Ha n’eo ket souezhus adwelout neuze ar memes re nag adselaou an hevelep mouezhioù, daoust d’ul labour a galite gant teulfilmourien evel Bastian Guillou, Soazig Danielou, Mikael Baudu, Ronan Hirrien...Siwazh n’hon eus ket bet ‘met ur film faltazi hir hepken : Lann Vras, sevenet gant Soazig Daniellou. Hag ur serienn : Fin ar bed, gant Nolwenn Korbell, Kaou Langoet ha Roger Stephan.

Ar vitrakourien, ar gelennerien, ar re yaouank

Gant Kaouenn.net, chadennoù war Internet (TV bro Kemperle, TV Lise Diwan Karaez...), buzz graet gant liseidi evel hini Lib dub Karaez, "C'hwi a gano" gant skipailh Peryn Bleunven, pe filmoù chakod Roderig da skouer, souezhadennoù a vez bep bloaz.

"Istribilh", teaser bier paotr Berthou, bet gwelet gant 72 000 den ha gavotenn ar re zibaper bet gwelet gant 157 000 den war You Tube a zo skouerioù "buzz" a zo bet hag a vo c'hoazh.

Ur genstrivadeg, ijinet gant kelennerien ha kasourien Diwan, "An Erminigoù", he doa bodet peder gwech kantadoù a skolajidi ha liseidi e sinema Glenmor ba Karaez evit filmoù sevenet gant al liseidi hag o c'helennerien.

Alies e vez trec’h Ar Releg, Gwened ha Karaez. E 2017 e oa bet enoret filmoù Gwened meur a wech, gant an tem dibabet a oa hini 40 vloaz Diwan. Gant ma vo filmourien yaouank, ha tud all o kinnig filmoù, berr ha hir, kad da sachañ evezh ur bern tud war zu ar brezhoneg ha nerzh krouiñ, danvez fonnus ha c'hoant eskemm mennozhioù nevez e arz ar skeudennoù...

Voir aussi sur le même sujet : stourm, diwan, kleweled
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons