D'ar 25 a viz Ebrel 2009.
Tro hoc'h eus bet da bleustriñ gant ar vioù-Pask, neuze poent eo lakaat hoc'h anv evit klask teñzor Kentelioù an Noz !
Ar spered ? 6 Skipailh 6/7 den a genstrivo evit kavout o hent e kêr Naoned, diwar divinadennoù e brezhoneg. Evel-just e vo mesket ar vrezhonegerien varrekañ gant ar re a zo o kregiñ gant deskiñ ar yezh. Pal ar jeu a vo neuze mont a lec'h da lec'h ha respont da c'houlennoù istor ha sevenadur diwar-benn Naoned. Desket e vo traoù.
An nevezentioù e 2009 ? Pep tra ne vo ket graet war-droad dre ret. Posupl e vo deoc'h implijout an dezougenoù publik ivez evit tizhout ho pal. Ledanoc'h e vo an dachenn neuze ! Un dra all : an holl zivinadennoù ha goulennoù a vo roet da bep skipailh er penn-kentañ, evel-se, ma ne gavit ket un dra e c'helloc'h tremen d'ar goulenn goude (ha respont d'ar goulennoù ivez, ar re-se a zegaso ar muiañ a boentoù). Pouezañ a reomp war ar spered-skipailh a vo ezhomm da gaout, n'eo ket an tizh a raio tout !
An emgav ? Da 1eur30 (evit loc'hañ da 2eur) e e-kichen straed Sully (a-dal da savadur ar c'huzul departamant).
Ar priz ? 5 euro dre den deuet (prenet e vo tikedoù bus ha prizioù bihan evit ar berzhidi) echuet e vo pep tra gant un adverenn el lec'h kuzh e voc'h erruet eno e dibenn ar c'hlask-teñzor !
Lakait ho anv ar buanañ ar gwellañ dre internet war kann [at] netcourrier.com