Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/27/27248_1.jpg
- Agenda -
Kevelennerien, kasit ho skridoù a-raok ar 15 a viz Gwengolo
Ar priz danevelloù e brezhoneg arc'hantet ar muiañ ...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 9/09/12 14:07

Ar priz danevelloù e brezhoneg arc'hantet ar muiañ ...

'Bloaz paseet o doa an aozerien darbet nullañ ar priz : daou skrid nemetken. Dre chañs, a-drugarez d'ar rouedad skrivagnerien brezhonek, e oa erruet eizh skrid a-benn ar fin, hag aet e oa ar maout gant Muriel Morvan. Piv a vo ar bloaz-mañ ?

"Evit an trede gwech e vez aozet gant kêr Garaez ha Festival al levrioù e Breizh ur genstrivadeg kevelennoù brezhonek. Ur priz 1500 € zo evit ar gounezer.

Amañ-kevret e kavot reolenn ar genstrivadeg. Mar fell deoc'h kemer perzh, trugarez da gas ar skridoù dimp dre bostel a-raok ar 15 a Wengolo : festivaldulivre [at] gmail.com

Reolennoù priz danevelloù Ti-Kêr Karaez

1. Digor eo ar genstrivadeg d'an holl dud n'eus forzh e pelech e vefent o chom er bed.

2. Ar skridoù a rank bezañ e brezhoneg peurunvan, skritur dibabet gant Diwan.

3. Ar skridoù a rank bezañ krouidigezhioù gwirion. An danevell a ranko bezañ bet embannet en ul

levr pe en ur rollenn lennegel bloavezh ar saloñs, pe bezañ nevez-savet ha kinniget gant un tiembann.

4. Ne vo kaset nemet un danevell dre genstriver.

5. Skriverezet e vo ar skrid.

6. Niver a arouezennoù en destenn : etre 15 000 ha 20 000 arouezenn d'ar muiañ hep kontañ an

esaouennoù.

7. Tem : dieub ha digor d'ar seizh avel.

8. N'hell ket izili ar juri kemer perzh er genskivadeg.

9. 1 500 Euro a vo roet d'an hini a yelo ar maout gantañ. Bez e c'hell ar juri chom hep reiñ ar

priz ha/pe reiñ ur priz kalonekaat.

10. Roet e vo ar priz da-geñver Gouel al levrioù e Breizh e Karaez.. Bez e ranko al loread(ez)

bezañ e Karaez da resev ar priz.

11. Ar gwirioù war ar skrid a chom gant an aozer.

12. Dre gemer perzh er genstrivadeg-mañ e tisklêr ar perzhiad asantiñ d'ar reolennoù ha da

zivizoù ar juri."

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons