E Karnag e oa brezhoneg ha bannieloù gwenn-ha-du war al lec'h pa oa ar Stad o klask sevel ur "Menhirland" hag o skarzhañ an dud o chom eno. Pelloc'h c'hoazh e Plogoñv, en Ardeven, er Pirc'hirin pe er C'harned e oa bet hor bannieloù a-enep divizoù untuek ar Stad ivez. Trec'h omp bet pa teue splannoc'h-splannañ e oa Breizh o sevel ouzh ar Stad-C'hall. Hevelep tra zo d'ober e Kernitron-al-Lann.
Pa vefemp evit un aerborzh etrebroadel pe get, ne c'hall ket bezañ e Kernitron-al-Lann, war douaroù ha koadoù gounidek, pell eus Naoned hag e kreiz un takad Kornôg-bras Pariz, didalvoud e pep keñver, az a da zistrujañ an armerzh ha da veuziñ hor breizhadelezh.
Strakomp hor banniel ouzh ar Stad, betek an trec'h.