Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
film Bastian kirri nij en toull karr
film Bastian kirri nij en toull karr
- Communiqué de presse -
Bev-buhezek ar stourm ba Kernitron gant Willem hag e gamaladed
Deuet e oa eus Kernitron evit eskemm gant al liseidi hag ar skolajidi a-ziwar ar film "Kirri-niij en toull-kar"
Par Fanny Chauffin pour FC le 29/01/16 12:35
:

Deuet e oa eus Kernitron evit eskemm gant al liseidi hag ar skolajidi a-ziwar ar film "Kirri-niij en toull-kar"

Ur sal leun choul e sinema ar Gazeg c'hlas diriaou : devezh degemer ar re drede e lise, Kroaz Hent ar Micherioù o vodañ holl skolajoù Diwan e Breizh just e-kichen e Glenmor, filmoù ar sevener Bastian Guillou diskouezet war ar skramm bras...

Pedet e oa bet ar sevener hag aktour bennañ an teulfilm : Willem Doëdens, 28 vloaz, bet lisead e lise Diwan Karaez, pemp bloavezh studi Lennegezh hag Istor, ha graet gantañ war lerc'h ur skol labourerien douar.

Labourat a ra er ZAD gant saout evit produiñ kig ha laezh abaoe ur pennadig amzer. Un eskemm dic'hortoz gant liseidi ha skolajidi fur, ne savent ket kalz a c'houlennoù. Met war lerc'h, el lise, bez oa liseidi o komz gantañ en un doare dieuboc'h ; en ur sal ken bras, gant 180 den yaouank, ne oa ket aes da eskemm.

Un tamm dipitus e oa koulskoude, graet an hent gantañ gant ur Citroën C15 da 90 km/h gant hentoù stanket a-hed an hent, ha rediet da vouetañ e loened ur wech distroet.

Ur stourmer yaouank a oa aet da Vongolia da 16 vloaz, o komz brezhoneg bemdez er vro, hag o lakaat ar brezhoneg hag ar stourm war ur renk uhel, an hevelep stourm evit ur gevredigezh ne zrofe ket da sot, gant tud o prederiañ war un dazont disheñvel er vro...

Evit sellout ouzh ar film brav sevenet gant Bastian :

(voir le site)

.

Voir aussi :