MERVENT zo ur gevredigezh krouet e 1994 a zo he fal diorren ha micherelaat ar c'helenn brezhoneg. Hec'h oberiantizoù pennañ eo ar c'hentelioù brezhoneg d'an dud deuet (evit o flijadur pe ar stummadur dibaouez war al lec'h labour), ar stajoù pe oberiantizoù e brezhoneg evit an dud deuet hag ar c'hizidikaat ouzh ar brezhoneg e skolioù publik kentañ derez Penn Ar Bed.
MERVENT a ro lañs, evit he fempzekvet deiz ha bloaz, d'ur genstrivadeg evit krouiñ ul logo nevez. Ar gevredigezh a fell dezhi kaout ul logo e liv, a-vremañ ha startijenn gantañ. An teuliadoù d'en em skrivañ hag ar c'haier kargoù zo da gaout gant MERVENT adalek al lun 25 a viz Mae 2009. Ar genstrivadeg zo digor d'an holl, tud a-vicher pe get. Bugale ar skolioù a c'hell kemer perzh ivez, pe en ur mod hiniennel pe a-stroll. Ar c'hinnigoù zo da vezañ kaset da sez MERVENT araok an 31 a viz Eost 2009 d'an diwezhatañ da :
MERVENT
BP 29
29720 PLONEOUR-LANWERN
Pgz : 02 98 87 72 41