Kendaeligoù an Naoned ha Nidiad zo laouen da ginnig deoc'h :
D'ar 1añ Genver 2010, eo deuet er-maez niverenn gentañ "Nidiad" ur gelaouenn lennegel, enni barzhonegoù, kevellennoù, pennadoù studi ha prederouriezh, savet gant ur strollad yaouank.
Amkan skrivagnerion "Nidiad" zo lakaat splann hag anat pouez ha galloud ar c'hrouiñ, hag e gas war-raok da sevel war un dro o yezh hag ar bed a warc'hoazh stag outi…
Krouiñ a reont o flas en istor an embann e brezhoneg, hag e kement-se e savont d'o zro ar goulennoù stag ouzh istor ar brezhoneg abaoe kantvedoù.
Dont a reont da ginnig an danvez a bleustront ha da eskemmañ gant oberourion all ar bed a-vremañ.
Ar gendaelig-se a c'hallo bezañ heuliet gant reoù all kinniget gant "Kendaeligoù an Naoned". Pal ar c'hendaeligoù-se a vo kemer perzh en eskemmoù a c'hoarvez e-ser ur preder kaset e brezhoneg.
Skipailh Nidiad
Kendael d'ar Sadorn 19 a viz Even 2010
Eus 10 e da 1 e
Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK)
Yezhoù ha Sevenadur
13 rue du Rémouleur
– Sant Ervlan
Digoust
KDSK a vo kavet dirak Atlantis. Sellit ouzh ar gartenn-mañ.
Titouroù : 06 08 05 11 10
ha yezhouhasevenadur [at] yahoo.fr
(voir le site) de KDSK