Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Agenda -
Kejadennoù diwar ar skrivañ evit ar c'hoariva a-vremañ e brezhoneg
Daou zevezh eskemm, tabutal, dizoloiñ, deskiñ ha mont war-raok war dachenn ar grouiñ, ar skrivañ, an treiñ evit diorren ar c'hoariva a vicher e brezhoneg. Digoust, \"Divyezh ha Digor d'an
Par Kevredad C\'Hoariva pour C'Hoariva le 10/03/16 10:43

Daou zevezh eskemm, tabutal, dizoloiñ, deskiñ ha mont war-raok war dachenn ar grouiñ, ar skrivañ, an treiñ evit diorren ar c'hoariva a vicher e brezhoneg. Digoust, "Divyezh ha Digor d'an holl".

Aozet e-kennver sizhunvezh ar brezhoneg gant Teatr piba, SKED ha C'hoariva, gant skoazell KEBK (Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek), Ti ar C’hoariva, Levrioù ha Lennadennoù e Breizh, Ti-Kêr Brest.

Gant sikour DRAC-Breizh ha Rannvro Breizh.

"Ti ar C'hoariva Brest 18-19 a viz Meurzh".

Pa'z eus anv da sevel pezhioù-c'hoari a-vremañ e brezhoneg e teu war-wel dalc'hoù ar skrivañ dramatel hag ar sevel oberennoù lennegel e brezhoneg / en ur yezh rannvroel.

Pe vefe gant an arzourien, ar skrivagnerien, an troourien petramant c'hoazh gant an embannerien hag ar broduerien, e sav goulennoù ingal 'vit pezh a sell diouzh ster an oberezhioù dramatel, a-zivout o liammoù gant ar bed-holl ha gant an arvestourien.

Setu abalamour da betra hon eus bet c'hoant da ginnig daou zevezh divizoù digor d'an holl a-benn prederiañ war kenarroud dibar ar skrivañ hag ar c'hrouiñ a-vremañ e brezhoneg.

"D’ar gwener 18 a viz Meurzh"

- "9e30" Degemer ha digorradur gant {It. Lena Louarn}, Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh.

- "10e" Prezegennoù, eskemmoù, c’hoariva.

- Hanterour{ Ronan Calvez}, CRBC – Skol-Veur Breizh Izel.

- Test meur {Christian Ryo}, rener Levr ha Lennadoù e Breizh

Gant

- Madelena Gonzalez, Skol-Veur Avignon : C’hoariva ar minorelezhioù er bed ingalet a-hiziv.

- Francis Favereau, Skol-Veur Roazhon 2 : Ar c’hoariva e brezhoneg en ugentvet kantved.

"2e30 – 6e noz"

- Mélanie Jouitteau, CNRS : Implij ar "code-switching" er c’hoariva brezhonek a-vremañ.

- Erwan Hupel, CRBC, Skol-Veur Roazhon 2 : Ma c’helljen-me c’hoari laouen… Ar c’hoariva brezhonek ha stad, stourm ha planedenn ar yezh.

"Frapadoù c’hoariva gant" :

La Obra ha Teatr Piba

-----

"D’ar sadorn 19 a viz Meurzh"

"9e30 – 6e noz"

"Devezh eskemm ha taolioù krenn war demoù lieseurt".

Pep hini a c’hello kemer perzh e daou ziviz da bep prantad. Digor d’an holl ha divyezhek. Ret eo lakaat ec'h anv en a-raok.

- Skrivañ evit ar c’hoariva, eus ar barzhoniezh d’ar politikerezh.

- Skrivañ a-stroll ha kenskrivañ : skiant-prenet, dalc’hoù ha daeoù.

- Reiñ lañs d’ar skrivañ evit ar c’hoariva brezhonek.

- Liesyezhegezh ha yezhoù minorel : dalc’hoù ar skrivañ pezhioù-c’hoari ?

- Peseurt raktresoù embann c'hoariva evit peseurt publik ?

- Skrivagnerien pe droerien : en em stummañ war an dramaouriezh ?

- Kenlabourat a-benn sevel raktresoù c’hoariva.

- Ken-produiñ pe brogrammiñ krouidigezhioù e Brezhoneg : peseurt pouez ?

Lec'h : Ti ar C'hoariva : 12 straed Goasdoue - Lambezelleg - Brest

"Titouroù ha lakaat ec'h anv" :

Teatr Piba : teatr.piba [at] gmail.com : 06 83 85 03 47

C'hoariva : choarivabrezhonek [at] gmail.com : 06 38 78 35 15

Document PDF Programm. Source :Teatr Piba
Voir aussi sur le même sujet : c\'hoariva,brezhoneg,skrivañ