Ijinit ‘ta un iliz, er maezioù, graet e maen-greun ar vro, kantikoù ha mouezhioù brezhonek en he barzh, en noz Nedeleg-mañ, un delenn geltiek ouzhpenn. An iliz-mañ, leun-chouk, ez eus un anv dezhi : Trelevenez !
Gerioù luc’hus a oa be o treiñ goustadik ouzh he zalbenn, e kreizig an noz du-sac’h, : Nedeleg Laouen ! Gwelit al luc’hskeudenn kentoc’h !
Tud a bep seurt : re gozh, re etre, re yaouank, betek ur plac’hig ganet n’eus ket pell (dezhi un toullad sizhunvezh nemetken ?), « Emelza » hec’h anv-bihan... Hag hi ha mont gant he hent dont da vezañ brezhonegez... dre ziwallerezh he zud, tad ha mamm, brezhonegerien o taou...
En nozvezh-mañ, brezhoneg penn-da-benn, e-pad pellgent Nedeleg (un hanter-eurvezh) hag an overenn Nedeleg lidet gant Dominig Tepod, beleg eus ar vro ha brezhoneger a-vihanik. An overenn nemeti e yezh ar vro penn-da-benn, dre an departamant a-bezh a lavar eñ.
Ha kantikoù e-leizh. Setu un toullad anezhe a c’heller kavout (pozioù, tonioù hag enrolladur) dre lec’hienn an Eskopti.
Reoù zo kozh a-walc’h, reoù all zo nevez. An holl zo dija pe zo deuet da vezañ hengounel. Ken brav m’emaint !
Ar follennig-oferenn a zo kinniget e doare divyezhek. Mod-se e c’hello Yann ha Katell, forzh peseurt live e vefe dezhañ pe dezhi, ha ma vefe kustumet da weladenniñ ingal an ilizoù pe get, mod-se e c’hello pep hini heuliañ al liderezh, dre lenn d’an nebeutañ.
Nedeleg Laouen deoc’h holl ! E 2024 emaomp.
Hag ivez ur mousc’hoarzh fromus evit ar re a zo o lidañ gouel Hanoukka ! Gouel al luc’hoù evit ar Yuzevien. E 5785 emaint !
Chomlec’h ar bajennad : https://www.diocese-quimper.fr/kantikou-cantiques-bretons/nedeleg-noel/
Notennoù :
Doare-skrivañ skolveuriek
Kinniget int amañ urzhiet hervez m’emaint er follennig
D = diskan
2w = div wech
Benniget eo ar Mabig ganet evidom
https://www.diocese-quimper.fr/kantikou/benniget-eo-ar-mabig-ganet-evidom/
1. Benniget eo ar Mabig ganet evidom Ganet eo kreiz ar baourantez ’Vid chom ganeom da laouennaad skorn ar goañv; Mab da sklêrijenn gaer ar garantez, Steredenn flamm al levenez.
2. Benniget eo ar Mabig ’vidom diskennet, Ganet eo kreiz ar béd kollet ’Vid chom ganeom da hada soñjou a beoc’h, Mab da esperañs stard ar beorien, Steredenn veo er goumoulenn.
3. Benniget eo ar Mabig ganet ’vid péb dén, Ganet eo evel eun estren ’Vid chom ganeom da zougen poaniou ar paour, Mab da eienenn gaer ar garantez, Steredenn ’n on teñvalijenn.
Job an Irien
An Anjeluz (amzer Nedeleg)
https://www.diocese-quimper.fr/kantikou/an-anjeluz-amzer-nedeleg-3/
1. Eun arhêl a-berz an Aotrou Da Vari ’zigasas kelou E oa gand Doue dibabet Da veza mamm Salver ar bed.
2. Mari a respontas neuze : Servicherez on da Zoue ! Ra vo grêt din, êl benniget, Hervez m’ho-peus din lavaret.
3. Hag e konsevas eur bugel Dre c’halloud ar Spered-Santel. Ha Verb Doue ’n em inkarnet E-touez an dud e-neus bevet.
4. Pedit, Mamm zantel da Zoue, Evidom oll ho pugale, Ma vezim dîn euz ar grasou A bromet Jezuz, on Aotrou.
Ch. Le Bris
Diskennit euz an neñvou
https://www.diocese-quimper.fr/kantikou/diskennit-euz-an-nenvou/
D: Diskennit euz an neñvou, Sperejou evuruz. Deut adarre da gana meuleudi da Jezuz. Embannit e vadelez dre gantikou a c’hloar; Digouezet eo a-nevez ar peoc’h war an douar!
1. Diwanet ‘zo eur rozenn war wrizienn Izai. N’eus ket en oll liorzou eur vleunienn evelti. Evel eur flourdilizenn savet e-kreiz an drez Euz eur wezenn a behed eo deut ar zantelez.
2. Ar vamm he-deus e c’hanet a zo anvet Mari. Ar c’haerra euz an êlez ‘zo nebeud dirazi. Ar Spered Santel e-neus he choazet da bried Evid beza Rouanez e Palez an Dreinded.
3. « Selaouit, a lavare an êl d’ar bastored, An tu d’e anavezoud setu deoc’h disklêriet: « Ar bugel ‘zo mailluret en eur c’hraouig dister, War eun tamm plouz astennet, hennez eo ho Salver. »
Petra ‘zo henoz a nevez
https://www.diocese-quimper.fr/kantikou/petra-zo-henoz-a-nevez/
1. Petra ‘zo henoz a nevez Ma ‘z eus dre oll joa, levenez? Perag ez a dre vandennou An dud en noz d’an ilizou? (2w)
2. N’hellont ‘ta gortoz goulou-de Evid mond da bedi Doue? Me n’ouzon ket petra ‘zo kaoz Int deut ken devot ‘kreiz an noz. (2w)
3. Petra ‘zo kaoz ?- Ar burzud kaer A oa gortozet keid amzer: Ar Mesiaz a zo ganet Gand eur Werhez, Mari anvet. (2w)
4. Eun êl, en noz sklêrijennet, A lavaras d’ar bastored: « N’ho pet ket aon na spont ebed, Ho Salver ‘zo henoz ganet. (2w)
5. Kerzit pastored da weled Ar bugel mad, Salver ar béd; Kerzit eta da enori Krouer ar béd er marchosi. » (2w)
6. Ha stouet int, stouet izel Dirag Jezuz en e gavel « Ni hoh ador, Salver ar béd; Pegen evuruz n’om-ni ket ! ». (2w)
Saboly
Pe trouz war an douar.
https://www.diocese-quimper.fr/kantikou/pe-trouz-war-an-douar/
1. Pe trouz war an douar, pe kan a glevan-me? Na kaer eo ar moueziou a zeu euz lein an neñv! Eled lavarit deom : « Perag ho kanaouenn? Er béd petra nevez ‘zo erru a laouen? »
2. Kanit ive ganeom, kanit pobl an douar. Ni zeu da lared deoc’h eun neventi heb par: Eur mabig benniget, Roue Jeruzalem A zo ganet ‘vidoc’h e kêr a Vetléem.
3. En eun taol ‘kreiz an noz eo ganet war ar mêz, En eur c’hoz kraou disto’, ‘kreiz an dristidigez. « C’hwi er c’havo eno, dister etre daou loan; ‘Vid tomma e vemprou n’e-neus ‘med o alan.
4. Eno e vo gwelet Mestr braz an oll er béd. War eun dornadig plouz en eun neo astennet. Eñ ‘zeu da veza paour ‘vid or pinvidikaad. ‘Vid distag or c’halon diouz ar béd evid mad.
5. Erru eo an termen euz ar profesiou; O noz mil gwech eüruz a dorr on liammou! Kanit gloar hag enor da Jezuz, da Vari. Deut eo Doue da zén, erru eo ar Mesi.
O nag om evuruz
https://www.diocese-quimper.fr/kantikou/o-nag-om-evuruz/
D: O nag om evuruz Da gana d’ar Mabig Jezuz Eur c’hantik dudiuz.
1. Elez a gan a vilierou, Allelouia! Ken na dregern bolz an neñvou, Allelouia! Allelouia!
2. Pastored paour a red buan, Allelouia! Beteg eur c’hraou izel ha moan, Allelouia! Allelouia!
3. Tri roue braz deut a bell bro, Allelouia! A zo en hent, ha tiz warno, Allelouia! Allelouia!
4. Peseurt eta ‘zo a nevez, Allelouia! Peseurt kelou a levenez? Allelouia! Allelouia!
5. Mab Doue ‘zo en em c’hreet dén, Allelouia! E-kreiz an noz teñval ha yen, Allelouia! Allelouia!
6. Gand eur Werhez ez eo ganet, Allelouia! E-barz eur c’hraou etre loened, Allelouia! Allelouia!
7. Mabig Jezuz eo e ano, Allelouia! Ano ken kaer biken ne vo. Allelouia! Allelouia!
Tad Barnabé
War ar menez ar bastored.
https://www.diocese-quimper.fr/kantikou/war-ar-menez-ar-bastored/
1. War ar menez ar bastored A-greiz diwall o deñvedigou, Kerkent en noz sklêrijennet O-deus klevet e barr an neñvou:
D: Nouel ! Nouel ! Nouel da Jezuz ! (2 w)
2. A-berz Doue eur burzud braz War an douar a zo c’hoarvezet; Hag an êlez a respontas: « Eur Zalver evidoc’h ‘zo ganet. »
3. Hag ar bastored etrezo, An eil d’egile a lavare: Kerzom, bremaig ni a welo Or Zalver, or mestr hag or Roue.
4. En eur c’hraou digor d’an amzer Ha war eun tammig plouz astennet Eno e weljont ar Zalver, Ar bugelig nevez-mailluret.
5. Evel ar bastored sentuz Ouz an êlez o-doa bet klevet, Ni hoc’h ador, Mabig Jezuz, Epad an nozvez-mañ benniget.
H. Du Rusquec – L. Vidal
1 | 0 | Tweet |
|