An devezh a-raok krouidigezh Erik Menneteau e vo lakaet seizh kaner hag an dud da ganañ kanaouennoù stourm evit ar frankiz
Digoust an abadenn, e sal ar gouelioù Kloar, taolioù staliet evel en un davarn. War an daol, traoù da evañ ha da zebriñ. Hag ur c'haierig evit gallout kemer perzh : diskan gant Maryse a gano "Bella Ciao" en italianeg, he yezh vamm. Brigitte Kloareg ha Lleuwen a gano kanaouennoù stourm e kembraeg, Mikael ha Jisket Kerne e brezhoneg, Fulub ar Goff kanaouennoù brudet bloavezhioù 70...
Ha Jil Servat ? N'eo ket kanaouennoù stourm a vanko gantañ.
Deuit niverus evit an abadenn Kan ar Frankiz ba Kloar e kreiz ar goañv evit kanañ sonennoù a dommo ho kalon, evel e bro Euskadi hag e bro Iwerzhon e lec'h e vez gwelet miliadoù a dud o kanañ a unvouezh kanaouennoù hir ha brav !!!