Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/14/14441_1.jpg
Ar strollad rapourien SDK a yelo da Bondi gant "Kan Kaer filhore".
- Chronique -
Kan ar bobl Tregon : nag a dud !
Ha setu skolioù Ploeur,Douarnenez, Skaer, Kerandon, Tregon, skolaj Kemper o konkouriñ evit mont da Bondi disadorn paseet. Ha 9 den deuet o kanañ. Brav al leurenn, aozet mat degemer ar
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 11/03/09 5:47

Ha setu skolioù Ploeur, Douarnenez, Skaer, Kerandon, Tregon, skolaj Kemper o konkouriñ evit mont da Bondi disadorn paseet. Ha 10 den deuet o kanañ. Brav al leurenn, aozet mat degemer ar vugale, met dibaboù ar juri a zo bet kavet drol gant tud 'zo.

Re hir oa er fin, ha benn ur bloaz e vefe gwelloc'h kregiñ da 2 eur evit kaout amzer da zegemer mat ar re gozh deuet evit kanañ.

Bugale Loik Jade o deus kanet ha danset mat-tre, skol Konk Kerne da heul (skol vamm).

An tri strollad skolaj diwan Kemper a yelo ivez da Bondi.

Huguette Gaudart, Francis ha Monique Allain, Viviane Kaodur (barzhoniezh), Arnaud Chanard ha Daniel Jequel a zo bet kavet ar re wellañ.