Da welet kerkent ha diouzhtu : (voir le site) !
40 vloaz zo e vez aozet Kan ar Bobl, ha bep taol e-ser kenstrivadegoù a bep seurt, e vez un digarez da reiñ ton da sonerezh hengounel Breizh a-wezharall hag a-vremañ. Ur gouel eus ar bravañ !
D'ar Sadorn 20 ha Sul 21 a viz Ebrel 2013 e oa bet bodet e Pondi an holl sonerien ha kanerien a oa bet dibabet en tolpadoù bro a-c'houde miz C'hwevrer.
Brezhoweb a ginnig deoc'h gwelet ha klevet un toullad anezhe, en o zouez klasadoù bugale ha kanerien o-unan.
Abadenn kinniget gant Lionel Buannic, asambles gant Kristian Rivoalen, Andrea ar Gall, Gwenael Kere ha Yaelle Le Mouel.