Setu an istor penn da benn, kontet gant Raymond Le Ruyet.
Eus Melran e teu kalzig a istorioù a gont buhez un aotrou person. Anavezet mat eo an anduilhenn, hag ivez matez an aotrou person ar barez-mañ, evit meur a istor ha meur a ganaouenn. Amañ emañ an aotrou eus Biwi an deur, nepell eus Melran...
Evit ar re ne gomzont ket brezhoneg bro Gwened, ret eo deoc'h goût e dalv "gloge" "loa boud" hag e vo aes deoc'h kompren penaos e ra an aotrou eskob evit prouiñ emañ Mari Jejeb, ar vatezh, un tammig re dost ouzh ar beleg...