En 9vet kantved e c’haller gwelout, a-drugarez da Ziellevr Redon, kevredigezh ar Vrezhoned tro-dro d’an abati hollvrudet : marc’htierned, rummadoù tud liesseurt, perc’hentiezh an douar… Met daoust hag e c’haller hollekaat an daolenn da Vreizh a-bezh ? Da heul faezhidigezh Morvan ha Gwioñvarc’h er bloavezhioù 820 e voe mouget Breizh gant Karolingiz. Levezonet e voe hep mar ebet Breizh gant he amezegez vras : degemeret reolenn sant Benead e manatioù Breizh, stabilaet an eskoptioù tiriadel, astennet tamm-ha-tamm frammoù a orin frank evel ar c’hontelezhioù...Ha koulskoude e sav Nevenoe a-enep da rouantelezh frank ar C’hornôg. N’eo ket dizalc’h hepken e teu da vezañ Breizh, en em astenn a ra ivez, dindan renerezh Erispoe ha Salaun, war-zu ar Reter, oc’h aloubiñ broioù Roazhon ha Naoned met ivez zoken ul lodenn eus Bro-C’hall (Anjou, Maine, Bro Avranche ha ledenez Kustentin). Embann a ra Dol bezañ hiviziken un arc’heskopti, dizalc’h eus hini Teurgn. Dizunvan goude marv Salaun e 874 ez eo adunvanet ar rouantelezh vrezhon gant Alan Veur. Goude marv hennezh e 907 avat e voe freuzet gant ar Vikinged...