Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Kafe ar bloaz nevez : kroget eo ar festival off !
D'an 3 a viz Genver e oa un ugent a dud e ti Bridel o kanañ tonioù gant "ugent vloaz", pe "yaouank" e-barzh ar paozioù. Met abalamour da betra ?
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 4/01/14 23:14
:

D'an 3 a viz Genver e oa un ugent a dud e ti Bridel o kanañ tonioù gant "ugent vloaz", pe "yaouank" e-barzh ar paozioù. Met abalamour da betra ?

Tro dro Brigitte Kloareg, merc'hed ha paotred o kanañ, o tiskanañ. Kanaouennoù e brezhoneg hag e galleg. Ur bern kanaouennoù a zo e brezhoneg gant ar ger "yaouank" : "o pegen brav eo bout yaouank ! ", an heskennour kanet gant Gi Penseg, sonennoù bro Gallo zo bet ivez : "ça lui rappellerait son jeune temps, du temps qu'elle était fille"... An amzer a dro, ha tout an dud da ganañ a vouez penn : "les Retrouvailles " aozet gant Graeme Allwright. Un tregont bennag a ganaouennoù a zo bet kanet e Skaer, gant plijadur ha fent. Ur plac'h yaouank a oa en he aes o kinnig : "liberta, an dervenn, peskig arc'hant ..." hag e bro Skaer kanaouennoù Mikael Kerne ha Jisket ("bugel an tan") ha Youenn Gwernig, an daou eus Skaer, gant "E kreiz an noz", eveljust.

Da bep hini da glask bremañ er gêr, kanaouennoù all evit bezañ gouest da ganañ anezho e 250vet abadenn Me a gan a vo 'ba' Bei. Hag un dra all c'hoazh (n'eo ket un abadenn evit konsumerien, me lâr deoc'h), ret e vo da bep perzhiad(ez) kas ur foto gantañ ugent vloaz 'zo (pa oa kroget Taol Kurun), ur foto a-vremañ, hag ur foto pa oa ugent vloaz ... Pffff ! pebezh labour !

Neuze, evit prientiñ an nozvezh kanañ a vo d'ar yaou 16 a viz Genver gant Brigitte Kloareg ba sal ar gouelioù Bei, e chom ur prantad evit pleustriñ : tavarn Babette, ba Kloar, d'al lun 13/1 da 7 eur noz, plasenn an Iliz, Kloar Karnoed.

Evit an off, bez vo ivez :

- Marie Chiff'mine d'ar merc'her 15/1 (oa ket war ar skritell, ha kontet vo sur un dra bennag ganti)

- Lleuwen Stefan, d'ar gwener 24/1, deuet da skoazell ar strollad Adnoz e pub tad kozh Banaleg da 9e noz

Evit sell ouzh roll abadennoù Taol Kurun :

(voir le site)

Evit sell ouzh an holl videoioù :

(voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : kan da selaou, taol kurun