Aozañ ho km !
Evit sellout ouzh an hentad dre ar munud, KLIKIT amañ Ma vez anavezet ho niverenn km genoc'h e c'hellit klask anezhañ war ar gartenn evit kaout titouroù resis : an devezh, un eurvezh...
An t-shirtoù ruz (t-shirtoù ar rederien) a vo roet dezho gant an oto kentañ ur wezh arruet dindan ar banell-km 10 munutenn a-raok ar c'hamioñs gant ar rederien. Roet e vo deoc'h an t-shirt ha displegadennoù surentez (non pas chom re dost eus ar c'hamioñs, chom prest da gemer ar vazh-test, redek etre ar (...)
Aozañ ho km ! - Evit sellout ouzh an hentad dre ar munud, KLIKIT amañ Ma vez anavezet ho niverenn km genoc'h e c'hellit klask anezhañ war ar gartenn evit kaout titouroù resis : an devezh, un eurvezh... An t-shirtoù ruz (t-shirtoù ar rederien) a vo roet dezho gant an oto kentañ ur wezh arruet dindan ar banell-km 10 munutenn a-raok ar c'hamioñs gant ar rederien. Roet e vo deoc'h an t-shirt ha displegadennoù surentez (non pas chom re dost eus ar c'hamioñs, chom prest da gemer ar vazh-test, redek etre ar c'hamioñs hag giton ar Redadeg a vo implijet...) Ret eo bezañ dindan panell ho km 15 munutenn a-raok un eurvezh skrivet war ar banell. - Titouroù ha surentez - skeudenn an heuliadeg evit kompren aozadur an otoioù Surentez ar vugale Pellgargañ an teuliad surentez Dre vras eo ret da gaout un den e karg deus ar vugale : o zud pe o c'helennerien evit ober war o zro. Da lavarout: * Tud e karg eus ar vugale a rank bezañ gant ar vugale hag un niver bras a-walc'h 5( 1 den evit 4 pe 5 bugel) * Arabat eo lezel ur bugel e-unan war an hent pe lezel anezhañ da genderc'hel eunan war an hent, evit-se : Un den gour a rank chom a-sav gant ar bugel pe kenderc'hel gant ar bugel, Ma chom a-sav an den gour e chom a-sav ar bugel, * Tu zo ivez lakaat tud a youl-vat a-hed an tennad hent bep 500 metr da skouer evit ober war o zro, pa chomont a-sav, * An hent a gleiz d'ar strollad rederien, bugale ha tud vras a rank bezañ harzet a vont a gleiz gant ur seizenn surentez ruz ha gwenn douget gant tud deuet. (Arabat eo lezel ur bugel da vont war an tu kleiz da skouer). - Surentez war an hent evit an holl 1. Ar reder kentañ a rank chom pell a-walc'h diouzh ar c'harr-samm, da lavarout eo war-hed pemp metr d'an nebeutañ eus ar c'harr-samm, 2. Goude ar reder kentañ ez eus ur giton douget gant rederien a youl-vat hag adreñv ar giton ar strollad rederien, 3. A gleiz d'ar strollad rederien e vez peurliesañ ur seizenn surentez douget gant tud a youl vat evit mirout ouzh an dud a vont a-gleiz, 4. Dirak ar strollad rederien emañ ar c'harr-samm, hag a-dreñv dezho karr-samm ar surentez, 5. Dibaseal an heuliadeg-mañ zo aozet gant skipailhoù ar Redadeg, 6. Ne chom ket a-sav ar Redadeg er c'hroazhentoù ha dirak ar gouleier-ruz peurliesañ. Aozet eo an dremen ar c'hroazhentoù hag ar gouleier-ruz gant tud a youl-vat war vac'h-houarn pe varc'h-tan. - Deuit 1/4 h a-raok eurvezh ho km da gaout ho t-shirt - Chomit etre ar c'hamioñs hag ar rederien all - Kaout un etev-goulaouiñ pe un etev tredan hag ur jiletenn surentez fluo gant bandennoù dasskedus evit gortoz an heuliadeg e-pad an noz Kontakt ar re a ra war dro lodennoù an hentad Kemper/Gourin : Bernez Kere - 06 79 09 23 04 - bernard.le-quere [at] laposte.net Gourin/Klegereg : Fulup Kere - 06 32 70 12 51 - fulupkere [at] orange.fr Klegereg/Ploermael : Joel Le Baron - 02 97 56 12 84 - fjlebaroncourtet [at] wanadoo.fr Ploermael/Gwenvenez-Penfaou : Jean-Michel Sanner - 06 08 73 16 85 - jean-michel.sanner [at] wanadoo.fr Gwenvenez-Penfaoù/Muzilheg : Corinne Rotach - 06 74 12 97 98 - rotachkorin [at] yahoo.fr Muzilheg/Gwidel : Yann-Charlez Caudal - 06 42 74 92 22 - yann-charlez.caudal [at] wanadoo.fr Gwidel/Ar Faoued : Mark Le Boité - 06 62 37 15 57 - marcleboite [at] yahoo.fr Ar Faoued/Gwengamp : Fulup Kere - 06 32 70 12 51 - fulupkere [at] orange.fr Gwengamp/Montroulez : Laure Vandenbroucke - 06 87 45 09 65 - lauresaliou [at] orange.fr Montroulez/Plougerne : Goulc'hen an Ostiz - 06 11 79 42 79 - googooarredadeg [at] gmail.comCe communiqué est paru sur Ar redadeg https://www.ar-redadeg.bzh