Labouret o doa start bugale Kemper, Kemperle, an Oriant, Rianteg, Tregon... ha setu Diwan Banaleg o rastellañ an holl brizioù !
Kaset oa bet ul labour a feson gant skolajidi Gwenole Bihannig er Releg Kerhuon. E skolioù ivez, bugale aketus, o tresañ, o klask ar gerioù a vanke dezho, oc'h eskemm etrezo. Gwir eo, boaz e vez Gwenole er Releg hag Yvan e Banaleg da skrivañ haiku gant o skolidi. Neuze, kalon vat ha trugarez d'ar re all ! Ha roet an tem evit kenstrivadeg 2017 : an hent. D'ho pluennoù !
Brezhoneg, bugale
Digor eo ma frenestr
an avel o kas ac’hanon
betek an oabl ! Margaux, skol Diwan Banaleg
Tad-kozh ha mamm-gozh
ar ganevedenn o tont
avel ebet ken. Yuna, skol Diwan Banaleg
War an draezhenn
gant ma mantell gris
ma sarpant o nijal. Liam, skol Diwan Banaleg
Brezhoneg, Krennarded
Sourradenn an avel
dre un duellen vetoñs
sonerezh ar chanter. Fañch, skolaj Ar Releg
Avel vor, avel viz
o tegas blas ar bezhin
d’ar martolod kozh. Youna, skolaj ar Releg
Avel er maez
ar pellgomzer o seniñ,
an nor o stlakal. Gabriel, skolaj ar Releg
Brezhoneg, tud deuet
Kevnidenn n’he c’hastell
luskellet gant an avel
argad dantelezet. Annaig Kervella
Al loar a-drek koumoul
delioù o treuziñ an hent
krog eo ar fest-noz. Anne-Claire Even
Gwez derv kozh gleb
ne chom war Gerampuilh
‘met rock an avel. Milena Krebs