Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Interview -
Gwenvred, priz ar yaouankiz kentañ e 2004...
Da seiteg vloaz e oa aet ar maout ganti, gant he levr Hunvreoù
Par Fanny Chauffin pour ABP le 14/10/12 16:50

Da seiteg vloaz e oa aet ar maout ganti, gant he levr Hunvreoù

ABP- Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ?

Gwenvred - ul levr hag un danevell en un dastumad "Un, div, teir"

ABP- Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur

? Ar muiañ a labour ?

Gwenvred - Ar muiañ a labour : Huñvreoù, anat.

Ar muiañ a blijadur? An daou a zo bet plijus da sevel. Muioc'h a loc'h en deus roet din Huñvreoù marteze (PAY kentañ, romant kentañ...)

ABP- Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re

yaouank ? Er skol ? Er skolaj ?

Gwenvred - Buan-ha-buan evit sinadegoù Huñvreoù e Roazhon hag e lise Diwan Karaez goude evit ar gaoz a oa bet gant ar loreidi PAY (Kest, Un div teir)

ABP- Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?

Gwenvred - Hini resis ebet evit ar mare. Un toullad mennozhioù 'm eus met na deuan ket a-benn da stagañ gante e gwirionez!

ABP-Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ?

Gwenvred - Ya, ur bern! Ar re ziwezhañ tout n'am eus ket lennet, met mod all em eus lennet an darn vrasañ d'am soñj.

ABP- Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?

Gwenvred - PAY : Kest, E kornig ma c'halon, Troioù-kaer ma foltreder, Gwad ar granared, Metalikazh, Ar voul strink, Krampouezh pe pizza, Brezel an erevent & Hudour an tour du (an eil dreist-holl!)...

Sur a-walc'h e ankouezan reoù!

PAV : Nedeleg laouen? Gwezenn ar marmouzien ha Brezel ar porzh-c'hoari.

ABP- Deiz ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?

Gwenvred - Marteze e vefe poent mont un tamm gorrekoc'h ganti (PAY ur wech, PAV ar bloaz warlerc'h?) rak n'eo ket gwall sklaer evit an dud en diavaez.

Brav eo embann ur bern levrioù met sklaeroc'h e oa pa veze gounezet embannadur al levr evel priz. Bremañ n'ouzer ket mat ken piv en deus bet ar priz na netra peogwir e vez embannet an holl forzh penaos.

Marteze e vefe mat paouez ivez gant studial al levrioù-se er skol, rak evidon-me ar pal kentañ a oa krouiñ ur rummad levrioù dudi evit ar vugale hag ar grennarded...

Peadra da brederiañ!

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons