Gant Goulc'han Kervella eo aet ar priz lennegel e brezhoneg 2013 evit e zastumad danevelloù a zo e ditl "Boned glas ar Pagan", embannet gant Al Liamm.
Diwar gwir zarvoudoù eo bet savet an danevelloù-mañ gant an oberour hag int tapet gantañ war beg an dud, Plougerniz anezho pe dud deus ar biojoù. N'eus ket par dezhañ da zezrevellañ chastreoù pemdeziek e vroiz gant kizidigezh ha gwiridigezh daoust d'e bluenn zu he liv. A bajenn da bajenn e laka Yann al lenner da redek reuz e dudennoù o tougen o flanedennoù hag int o klask en em zifretañ eus o zrubuilhoù gwellañ ma c'hellont. Barradoù kasoni hag enkrez, kleñvedoù karantez hag ar Sida da skeiñ anezho betek lakaat o speredoù da drevariañ, da vat ha da viken evit lod !
Taolenniñ a ra Goulc'han Kervella en e skridoù ar vuhez e-giz m'emañ war ar pemdez gant he frantadoù kriz pe grisoc'h da hiniennoù paket ma 'z int gant rod an tonkadur. Setu aze ur skrivagner donezonet e bluenn hag entanet evit ar brezhoneg o reiñ deomp un digarez da zizoleiñ bedig an dudigoù dre doull-dor o c'halonoù.