Kantreadeg get barzhonegoù a-zivout an nevezamzer :
D’ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d’an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh).
Èl ma vez bep blez e raimp ur valeadenn e-tal Lanneier Lanvaoz en ur glevet barzhonegoù a-zivout ar gwez e hengoun ar broioù keltiek, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg.
emgav da 10 e. 30 ár plasenn an iliz e Gwennin e-tal Baod. baleadenn ár-dro ar Manez-Gwenn, lennadennoù ha barzhonegoù ; pred er maezioù, kasit ho poued ganeoc'h. 4 e. 00 g.m. : lomm aveit achu an dro-vale.
Digoust. Degasit barzhonegoù ha benveger mar karit.
Aozet get Bemdez Ti ar c’hevredigezhioù / 6 straed ar Govuerezh 56 000 GWENED – Pgz. 06 11 51 43 15. (voir le site)