Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Gouel ar C'hezeg... Eus an dibab !
Eya ! Gouel ar c'hezeg eus an dibab... al lastez ! Er bloaz-mañ e vo gouel bras Lesneven da souten ar skol Diwan, dindan tem dibab al lastez, un nevezenti
Par Gregor Mazo pour Skoazell ar Brezhoneg Bro Lesneven le 10/09/12 22:23

Eya ! Gouel ar c'hezeg eus an dibab... al lastez ! Er bloaz-mañ e vo gouel bras Lesneven da souten ar skol Diwan, dindan tem dibab al lastez, un nevezenti a ra eus ar fest bras-se ur gouel tematek evit ar wech kentañ. D'an 23 a viz Gwengolo e vo eus ar gouel-se e tachenn Carmarthen Lesneven.

E-giz bep bloaz e troio ar gouel tro dro d'ar c'hezeg gant arvestoù Aude Callarec, a deuio evit ar wech kentañ, da ziskouez he zroioù ampartiz d'an arvesterien, ha gant ur foar al laou arbennikaet war an dafar a denn d'ar marc'hegañ.

Ur gouel mod Breizh e vo da vat ivez, gant ur plas ledan a-walc'h laosket da c'hoarioù Breizh, gourfenn challenge kilhoù bro Leon a vo. Sevenadur ar vro a zo amañ dre ar brezhoneg ivez, abalamour e servijo an darn vrasañ eus ar gounidoù da souten skol Diwan Lesneven, hag ivez gant un abadenn c'hoariva brezhonek : Ar Wall Vaouez. C'hoariet e vo ar pezh c'hoari-mañ gant Strollad Gwineventer, ur strollad tud eus ar vro a gustum disachañ arvesterien e-leizh da c'hoarzhin forzh pegement. Leurenniet eo an abadenn gant Goulc'han Kervella.

Tem dibab al lastez a vo gwelet dre meur a dra war dachenn ar gouel. Da gentañ peogwir e vo un abadenn kizidikaat ouzh dibab al lastez gant kompagnunezh ar marc'h azezet, a ginnigo deomp e abadenn Tri skol. Kinnig a raimp d'an arvesterien diskouezadegoù displegañ diwar-benn an tem-se gant sikour kumuniezh kumunioù bro Lesneven. Klasket e vo ivez kaout da nebeutañ un ober evit pep stand, a denn eus an endro, ober gant gwerennoù adimplijapl en davarn da skouer...

Marc'had an artizaned, kestell-aer, c'hoarioù evit ar vugale, troioù pone ha karrigell, farz fardet war al lec'h, krampouezh, sirk, sonerezh laz-seniñ... setu peadra da reiñ un tamm mat a levenez d'an arvesterien evit loc'hañ propik gant ar bloavezh-skol nevez !

Gouel ar c'hezeg, adalek 11e00 e Lesneven (tachenn Carmarthen), d'an 23 a viz Gwengolo.

www.skoazell-diwan-lesneven.com

Voir aussi :
logo
Kevredigezh da vrudañ ha lakaat bevañ glad bev bro Lesneven : sevenadurel ha yezhel (en o zouez souten da skol Diwan Lesneven).
[ Gwelout pennadoù all Skoazell ar Brezhoneg Bro Lesneven]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons