Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Compte rendu -
Geriadur Martial : pa vez lennet anezhañ gant tud ar vro
C'hoarzadegoù, fent ha pismigadennoù disadorn e skol Diwan Kemperle
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 30/12/12 16:26

C'hoarzadegoù, fent ha pismigadennoù disadorn e skol Diwan Kemperle

Penaos 'vez lavaret «cul bénit» ? Peseurt ger a vez implijet evit ur plac'h n'eo ket brav ? Traoù resis-tre a zo bet lavaret, ha pismigadennoù a zo bet ivez : perak n'emañ ket ar ger «flak» (amzer flak, te zo flak…) e-barzh ar geriadur ?

Lavaret e vez "amzer glak" evit un amzer lous, gant glav, a lak an dud da vezañ trist... Ur glakenn eo ur vaouez a ra traoù lous zoken ma n'eo ket lous-hi : lakaat ar c'hafe ' maez ar volenn, bannañ boued war al leur ...

Flak, a dalv ivez "skuizh" en ur geriadur, met implijet e vez er vro evit "plad, divlaz" evel "kafe flak", kafe seurez, kontrol kafed tarv a zo kreñv-tre.

Gerioù ar vro n'eus ket kalz anezho. Ha «gast» ? N'eo ket memes mod 'vez graet gant ar ger-mañ e bro Leon hag amañ.

Klask gerioù gros a lak an dud da c'hoarzhin, ha pinvidik eo geriadur Martial. Setu neuze an div enrolladenn graet e Kemperle. Gant ma vo kement a blijadur gant ar re a implijo ar geriadur hag a bismigo c'hoazh !

Voir aussi :