E Kemperle, Rieg, Molan e vez aozet pennadoù komz e brezhoneg
Evit kafe pemp eur kentañ ar bloaz e oa 14 den tro dro an daol, gant a bep seurt traoù degaset gant an dud : gwespedennoù (gwastili), fars gant prun, kaotigell fardet gant lod, hag ur banne kafe. Met gant ur "potimarron" e oa bet kroget ar gomz da vat. Penaos fardañ soubenn ? Gant chalotez, ognon, avaloù douar ? "Netra met dour, potimarron hag un tamm sukr". Hag ar sardin sal : ur sushi Breizh ?
Ha da c'houde, e-pad pell, o deus ar re gozhañ, div vaouezh eus Kerien ha Sant Turian kontet penaos e veze graet yod kerc'h gant ur sac'had 100 lur : un dro ba ti ar baraer evit rostañ greun yod hag a gemere 10% dioutañ, war lerc'h, un dro ba ti ar miliner evit o veuliñ ( hag a gemere 12% evit e labour), ha da c'houde daou zevezh ba'r chidouron. Ret e oa silañ ar yod, laoskel anezhañ da "repoziñ" a-raok lakaat un tamm amann pe goeñvenn e yod kalet. Ha d'ar mestr da vont-tre en ti o lavarout : "C'hwi zo fichet brav".
Penaos gober laezh gwell hiziv ? O vont da di krampouezh ar Faoued (ti krampouezh an Argoat)... aze e vez atav peadra da zegas d'ar gêr evit fardañ pep a laezh gwell mat da zebriñ !
Deuit niverus d'an eilvet kafe pemp eur (hag a grogo da 3 eur d'ar sadorn 27 a viz Here e skol Diwan Kemperle) evit lipat ar yod ... ar sardin, hag ar bara gant traoù lipous a vo prientet gant skipailh Kemperle.
Ha ba Rieg, ur strollad 15 a dud a breg brezhoneg bep meurzh kentañ ar miz etre 2 eur ha 4 eur e-kichen ar skol vamm, e ti "an amzer dieub".
Ba Molan, e vez aozet bep merc'her etre 2 eur ha 5 eur ur pennadig amzer gant ar vrezhonegerien, e MLC (a-dreñ ar greizenn sevenadurel l'Ellipse).
Brezhonegerien a-vihanig, ha brezhonegerien nevez, kit da dañva brezhoneg ha boued fardet er vro war un dro !