Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/30/30128_1.jpg
- Communiqué de presse -
Fubudenn : e kreiz ma bro, un abadenn dic'hortoz
Pevare pezh-c'hoari ar strollad \"E kreiz ma bro\" a zo bet c'hoariet evit ar wech kentañ e Tregon disul
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 9/05/13 10:44

Pevare pezh c'hoari ar strollad "E kreiz ma bro" a zo bet c'hoariet evit ar wech kentañ e Tregon disul

Da vintin e oant dirak ar vugale en ul lec'h bihan, er-maez. C'hoarzhet o deus bet ar re-se o welout an dud iskis a oa o tibuniñ dirazo : Jean-Mai, da skouer, a oa o tourañ ar peulvanioù pe o kinnig bleunioù sec'h d'ar ganerez gwerzioù, ha laouen int bet o tebriñ krampouezh graet gant Monika, er fin.

Goude merenn e oa ar strollad war al leton, dirak tud deuet dreist-holl : plijet eo bet ar re-se gant ar roue Arzhur hag e c'hoarioù war Pc, gant les "bretonnismes, le crêpisme, la crépitude et la décrépitude...", gant ur strollad dic'hortoz, a gemer ar riskl da c'hoari war ar straedoù, gant ur billig.

Gant tud ar strollad eo bet skrivet an hanter eus an testennoù, ha sikouret int bet war al leurenniñ gant Celine Soun. Kanañ a reont tonioù Lou Jakez Suignard, Dibenn, Trouzerion, kan-ha-diskan... Adimplijet o deus bet diskourioù politikerien ar vro, traoù o doa bevet ivez.

Gallout a reot degemer anezho e forzh peseurt lec'h. Evit mont e darempred ganto : 06 79 14 96 87. Gwelet e vint e Esquibien d'an 31 a viz Mae, e Kemperle e miz Even, e Skaer e miz Gouere, e Douarnenez, e Plabenneg, e Lokunole...

Pa vez ar Vretoned oc'h ober goap hag o tiskouez politikourien o kontañ gevier, pe bugale oc'h adperc'hennañ ur yezh dilezet gant ar re deuet : ouzhpenn ar c'hoarzh e teuio marteze ar preder evit mont war-raok, un tammig ?

(voir le site)