Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Fest-noz kengred : 260 a dud er C'hleuzioù !
Deuet e oant niverus, daoust d'ar yenijenn, d'ar gwall amzer a oa bet, evit dañsal, c'hoarzhin...
Par Fanny Chauffin pour FC le 15/02/16 11:15
:

Deuet e oant niverus, daoust d'ar yenijenn, d'ar gwall amzer a oa bet, evit dañsal, c'hoarzhin, lakaat ar re vras hag ar re vihan, ar re dost hag ar re bell (Kosovo, Armenia, Chili...) da zañsal asambles

Emmaüs Redene a vod 55 den a labour evit ar gevredigezh. Ret eo d'an aozerien nac'hañ degemer tud'zo, ken bras eo ar c'houlenn hiziv an deiz.

Kalzig anezho a zo izili ur gevredigezh, "Kant evit un doenn" hec'h anv, gant ar pal kavout un doenn evit ar re ne gavont repu ebet goude bout goulennet e-pad daou vloavezh bout degemeret gant vro C'hall. Gant kant den o reiñ pemp euro pep miz e vefe moaien da ginnig ul lojeiz, pe, gwelloc'h, kaout tiez kinniget gant an tiez kêr, gant just ar gargoù da baeañ.

Gante oa bet kenaozet ar fest-noz en ul lec'h brudet evit aozañ festoù-noz a galite : ostaleri ar C'hleuzioù. Ouzhpenn da se e oa nozvezh ar sant Valentin hag e oa bet goulennet digant ur gomedianez dastum gerigoù karantez en galleg, brezhoneg, armenianeg... a oa bet lennet da hanternoz war al leurenn.

Skrivet oa bet "b'an Arzhanaou emañ an eurusted" pe c'hoazh "j'aime la terre toute entière". Peadra da gaout spi, daoust d'ar sorserezed a lak ac'hanomp da grediñ n'eus 'met paourantez ha feulster da c'hortoz pa vez degemeret repuidi...

Cent pour un toit - facebook - 100pouruntoit [at] orange.fr

Voir aussi sur le même sujet : stourm, repuidi, fest-noz