Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Evit keleier e brezhoneg er skinwel publik !
Evit keleier e brezhoneg er skinwel publik !
Par pour Ai\\'ta ! Bro Dreger le 24/04/18 21:24

Dibabet ez eus bet gant France 3 Breizh paouez gant an abadenn keleier « An Taol Lagad » e-pad vakañsoù Pask. Ne c’hello ket ar vrezhonegerien heuliañ darvoud meur ar bloaz evit ar brezhoneg neuze, Ar Redadeg. Ar gwir da vezañ kelaouet e brezhoneg e vez nac’het deomp aze, ur wech ouzhpenn. E-pad vakañsoù Nedeleg e oa bet paouezet gant An Taol Lagad dija.

Daoust ma ne vez produet un nebeut munutennoù programmoù e brezhoneg bemdez nemetken e vez klasket gant France 3 Breizh ober nebeutoc’h c’hoazh. Degas a reomp da soñj ne vez ket skignet an abadenn « Bali Breizh » kerkent ma ‘z eus un darvoud sport bennak, daoust ma oa bet displeget gant France 3 e vefe skignet an abadenn-se d’ar Sadorn vintin evit ma c’hellfe bezañ programmet bep sizhun.

Ankeniet-tre omp neuze evit dazont an abadennoù keleier ha dudi e brezhoneg war ar chadennoù publik. Goulenn a reomp e vefe lakaet an arc’hant ret evit produiñ ha skignañ abadennoù e Brezhoneg a zoare a-hed ar bloaz. Fellout a ra deomp e vefe skignet un abadenn evit an holl ouzhpenn bep sizhun d’ur mare ma vez sellout gant kalz a dud ouzh ar skinwel, hag ivez un abadenn keleier pemdeziek diouzh an noz. Souezhet omp ivez ne vefe ket klevet mouezh Rannvro Breizh evit difenn ha diorren ar c’heleier e brezhoneg ha dreist-holl hini e gentañ bez-prezidant Jean-Michel Le Boulanger, hag ne deus sinet e 2016 ur c’hevrat palioù hag araezioù gant France 3 Breizh evit diorren plas ar brezhoneg war ar skrammoù.

Voir aussi sur le même sujet :