Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Ermine hag ar CRBC
Gant Ronan ar C'hoadig ha Cedric Choplin oa bet displeget mont en dro skipailh Ermine
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 24/11/13 18:16

Gant Ronan ar C'hoadig ha Cedric Choplin oa bet displeget mont en dro skipailh Ermine hag al labour kaset da benn ganto.

ABP — Peseurt liamm a zo etre Ermine hag ar CRBC ?

Conférence d'Ermine de novembre 2013 avec Elena Filippova

RLC/CC - Ermine (Skipailh enklask war ar minorelezhioù broadel hag ar geneliezh) zo ur skourr eus CRBC Roazhon. Daou skourr all zo : BC (Brezhoneg ha keltieg) hag ar CEI (Kreizenn ar studioù Iwerzhonat). Pep hini en deus e dachenn met labourat a reomp a-gevret gant plijadur. Gwir eo e vez aesoc'h kenlabourat pa vez mignoniezh ha palioù tost gant an holl.

War tri ahel-studi e tro Ermine : da gentañ e klaskomp meizañ an disheñvelidigezh ; da eil e sellomp ouzh ar pezh a c'hoarvez er bed-holl er c'heñver-se ; da drede e prederiomp diwar-benn hor bro. Pep ahel-labour a zegas greun d'ar re all.

Bep miz e vodomp klaskerien tro-dro d'ur prezegenner deut da gomz diwar-benn e enklaskoù. Liesdanvezel eo ar skipailh : dont a ra istorourien, geografourien, sokiologourien, politikourien, etnologourien, yezhoniourien, lennegourien ha me oar-me. Frouezhus eo rak dizoloet e vez evel-se doareoù skiantel all da brederiañ. Un istorour da skouer a c'hell tennañ splet eus gouiziegezh ha doareoù-labourat an etnologourien pe al lennegourien ; ar c'hontrol a zo ken gwir all.

ABP — Hogozik dek vloaz zo ez eus bet kroget gant ar strollad Ermine : pet levr zo bet embannet ? Pet klasker o deus kemeret perzh ?

RLC/CC - Un tammig nebeutoc'h eget kant prezegenner hon eus bet pedet eus Meurzh 2004 betek Here 2013, met pet klasker, en holl, o deus kemeret perzh er seminerioù ? Start eo da lârout. Pevar levr zo bet embannet en holl, bepred :

Unan hon eus kenembannet gant ur strollad enklaskerien rusian (Eawarn) : Débats sur l'identité et le multiculturalisme (2005)

Tri hon eus savet hon-unan :

Identités et société de Plougastel à Okinawa (2007) ;

Bretons, Indiens, Kabyles… Des minorités nationales ? (2009)

ha

De la domination à la reconnaissance : Antilles, Afrique et Bretagne (o paouez dont er-maez e 2013).

Ha bremañ zo ul levr nevez ganeomp war ar stern.

Ar glaskerien a zeu da brezegenniñ ha da zivizout ganeomp a ginnig ur pennad-skrid da heul o frezegenn. Lennet ha burutellet e vez ar pennadoù-se gant poellgor-embann Ermine ha kinniget e vez gwellaennoù a-raok embann ar re a zo a live, ken a fed danvez hag a fed stumm.

En tri levr hon eus embannet hon-unan e lenner pennadoù skrivet gant war-dro hanter-kant den disheñvel. Kalz anvioù brudet e metoù ar skolioù-meur a zo en o zouez. Bretoned ha Gallaoued a ya d'ober ar braz anezho met degemer a reomp alies a-walc'h tud eus broioù all en Europa pe er bed. Ne glaskomp ket ar buzz, e giz ma vez lavaret, met enoret e vezomp pa welomp tud brudet o tont da gaozeal ganeomp. Diskouez a ra kement-mañ eo anavezet ha priziet hol labour.

ABP — Petra eo perzh klaskerien Vreizh e buhez ar vro ? Daoust ha selaouet e vezont gant ar re a zo e penn ar vro ?

RLC/CC - Ne vev ket ar glaskerien bac'het en ur c'hastell gwer-strink, pell diouzh safar ar bed. Estreget kelennerien skol-veur a zo er strollad ha kalz ac'hanomp a gemer perzh, mod pe vod, e buhez sevenadurel ha sokial ar vro dre ar c'hevredigezhioù pe ar strolladoù a bep seurt ez omp izili anezho.

Gouzout hag-eñ e vezomp selaouet gant pennoù bras ar vro zo un afer all. Ermine n'eo ket ur strollad politikel met ur c'helc'h-studi. N'hon eus aviel ebet da brezeg ! Start e vefe dre ma 'z eo liesseurt an dud er strollad. Tabutoù (hegarat) a sav etrezomp alies diwar-benn ar gudenn-mañ-kudenn ha n'eo ket ret da bep hini bezañ a-unan gant ar re all : n'anavezomp ket ar c'hreizennerezh demokratel. Koulskoude e ouzomp e vez kavet boued-spered en hol levrioù gant politikourien zo er vro. Dezho d'ober o c'hinnigoù war-lerc'h...

ABP — Al levr diwezhañ : un diverradenn ?

RLC/CC -Dodenn ar rummad pennadoù-mañ eo ar mod ma vez mestroniet pobloù gant pobloù all. Klask a reomp gwelout hag-eñ ez eus tu da geñveriañ tonkadur ar Vretoned, an Antilhaniz, an Afrikaned hag ar re Zu (er Frañs) pe hag-eñ n'eus mann boutin ebet. Studial a reomp ar vestroni, an trevadenniñ hag an enebiezh a zo savet outo un tammig e pep lec'h dre ar bed. Plediñ a reomp war ar mod ma 'z eo bet prederiet ar vestroni-se gant ar re a oa dindan ar yev ha war al levezon a zo bet, a-wechoù, etre pobloù o stourm. Na pet stourmer breizhat a zo bet awenet gant Aimé Césaire, da skouer. Da ziwezhañ e tigorer frank prenestri ar preder o klask gouzout e peseurt doare e vez meizet ar minorelezhioù dre ar bed.

Da geñver Gouel Levrioù Karaez eo deuet al levr-mañ 'maez hag evel-se hon hon gallet kejañ gant hol lennerien. Plijus e oa : santet hon eus e oant dedennet-bras. Deuet e oa Louis-Georges Tin (prezidant ar c'hCRAN, Kuzul o tileuriañ kevredigezhioù ar re Zu er Frañs) da reiñ an dorn deomp ; unan eus an aozourien eo ; tabutal a ra an enep-kumuniezhouriezh el levr.

ABP — Petra eo, evidoc'h, ar chanter brasañ a zo da zigeriñ e Breizh evit ma vefe un dazont evit ar vro-mañ ?

RLC/CC - D'ar Vretoned d'ober o soñj ! Ni a glask degas danvez-preder d'ar gevredigezh, tout eo. Bremañ emaomp o prientiñ ul levr war an divroañ (a vo prest a-benn bloaz, moarvat) ; ha krog omp gant ur rummad prezegennoù nevez war stourmoù ar pobloù minorelaet (a zeuio da vezañ ul levr ivez, diwezhatoc'h). Da bep hini da wel hag-eñ e kav boued-spered en hol labour. Ha d'ar Vretoned da wel petra a fell dezho saveteiñ ha diorren en o identelezh hag en o mod da vevañ, ken a fed kevredigezh hag a fed ekonomiezh, en ur bed digoretoc'h-digoretañ ha distabiloc'h-distabilañ.

Evit gouzout hiroc'h :

(voir le site)

(voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : pedagogiezh, skol veur