Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Appel -
Emvod evit aozadenn ar Redadeg 2012 en Alre
Tud Bro An Alre, n'ankouit ket : Tolp Redadeg 2012 d'ar Lun 19 a viz Meurzh 2012 da 6e noz e Kerlenn Sten Kidna, 6 straed
Par Jean-Michel Sanner pour Ar Redadeg le 17/03/12 20:58

Salud deoc'h rederion gaer !


Tud Bro An Alre, n'ankouit ket : Tolp Redadeg 2012 d'ar Lun 19 a viz Meurzh 2012 da 6e noz e Kerlenn Sten Kidna, 6 straed J. Rollo en Alre.

Dait niverus neuze ha kouviit ho mignoned. Dober hon eus ac'hanoc'h a-benn prientiñ tremen ar Redadeg e Bro An Alre, daou viz a-raok an termen !

A-benn gouiet penn an traoù a-ziàr darvoud pouezusañ 2012, kerzhit da weladenniñ lec'hienn Redadeg 2012 : (voir le site) pe lennit an dielloù stag.

An dra gentañ a c'hellit gober : brudiñ an emgav-mañ da gement den a anavit, dre gomz, dre bellgomz pe dre gas ar gerig-mañ da razh an dud a anavit !

Joa deoc'h


Goulennit pep tra diganeomp... respontet vo deoc'h !

Ar Redadeg a di da di, BP 15 - 35310 Morzhell

06 08 64 99 72 ha darempred [at] ar-redadeg.org

Voir aussi :
logo
Arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo ar Redadeg a rummad da rummad, a vro da vro, en ur zastum arc’hant evit skoazellañ ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ. Ganet e 2008, un darvoud a bep eil bloaz eo. An trede Redadeg a oa e miz Mae 2012, eus Brest da Zouarnenez Redek a reont milliadoù a dud, noz ha deiz, dre an 5 departemant Breizh. Redadeg a-eilek km ha km a-hed 1500 km, ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo enni ur gemennadenn guzhet, treuzkaset eus an eil dorn d’egile hag a vez lennet en degouezh. Un darvoud ar un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur. Aozet e vo e 2014 eus Montroulez d'ar Sadorn 24 a viz Mae betek Groñvel d'ar Sadorn 31 a viz Mae. ar Redadeg - BP 15 - 35310 Morzhell / Mordelles - 09 61 20 26 11
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons