Un ali a-du war ar « g-Karta mennadoù evit ar re yaouank e Breizh », a vo votet gant ar C'huzul rannvro d'an 21 a viz Gwengolo, ha preder dazont Kuzul sevenadurel Breizh.
Goude bezañ kendivizet hag heuliet war evezh emelladenn Sylvie Robert, Bez-prezidantez e karg eus ar yaouankiz e Kuzul Rannvro Breizh, izili ar C'huzul sevenadurel o deus votet gant muianiver un ali a-du war ar « g-Karta mennadoù evit ar re yaouank e Breizh ».
Hervez an ali, ez a war raok politikerezh ar Rannvro e-keñver ar re yaouank war danvez ar sevenadur, en e-zouez sevenadur Breizh, ha brud Breizh: ar stag ouzh an douarou ha mennadoù evit ar re yaouank da gemer perzh e raktresoù sevenadurel a c'hello skoazellañ anezho da embreger kerzhoù nevezhus a drugarez d'an « Défi-Jeunes », bezañs yezhoù Breizh, an istor ha talvoudegezhioù Breizh evel ar c'henskoazell hag an emgouestl.
Ar C'huzul a souten a dost krouadur ul « Lec'h niverel war ar ouiziegezh ».
Notennet eo bet mat gant Kuzul Sevenadurel Breizh youl ar Rannvro displeget er garta-mañ met sevel a ra gouelennoù war an araezioù evit sevel ur seurt raktres, peurgetket da geñver ar stummadur kentañ : programmoù skol, da skouer, n'int ket er raktresoù rannvroel. Rannvro Breizh a ginnig rakresoù dedennus evit ar reizhiad skol, med ne 'z eont ket gwall bell : galvoù raktresoù sevenadurel, beajoù skol, fiñvusted en Europa dre programmoù ha kenlabourioù gant rannvroioù keveler.
Kennerzhiñ a ra Kuzul sevenadurel Breizh ar Rannvro da vont war-raok war hent ur gwir emrenerezh ha da gas war-raok ha diorren an darempredoù etreremziadoù.
E-koulz an emvod-mañ, kendalc'het eo bet ivez gant labourioù ar C'huzul sevenadurel :
- kinnig an devezh studi war « Identelezh(ioù) e Breizh » rakjedet evit an 9 a viz Du 2012 ha dalc'het evit izili an tri bodadeg rannvroel ha dilennidi Breizh istorel,
- krouiñ ur strollad labour evit heuliañ ar « C'hinnigoù evit kelenn yezhoù Breizh » votet gant ar bodadeg en emvod meur d'ar 14 a viz Mae 2011,
- krouiñ un eil strollad labour war mont en-dro ha dazont ar C'huzul sevenadurel, da c'houzout e vo adnevezaet an holl izili e 2012,
- anviñ dileuridi ar C'huzul sevenadurel e strolladoù labour ar Rannvro (niverel ha levr war istor Breizh),
- kinnig gant François Le Pillouër, Rener, C'hoariva Broadel Breizh (C'HBB), ha gant Bob Simon, Prezidant, kevredigezh C'hoariva (kengevredigezh c'hoariva e brezhoneg).
Adkavout a rit emvod meur KSB d'an 10 a viz Gwengolo 2011 war www.conseilculturel-bretagne.fr .