D'ar merc'her 18 a viz Here 2006, e oa bodet, evit ar wech kentañ e Kemper, brezhonegerien dedennet gant al lenn ha frouezhus eo bet ar vodadeg. Ouzhpenn ugent e oamp. Plijus ha talvoudus eo bet ar gaoz.
Divizet ez eus bet ober daou strollad, ur strollad lenn ha dielfennañ gant un emgav miziek hag ur bodad deskiñ lenn brezhoneg evit deraouidi war al lenn brezhoneg, ha pa vefe lod anezho brezhonegerien a-vihanik.
Lakaet eo bet an eil emgav d'ar merc'her 8 a viz Du da 8.00 noz e Ti ar Vro Kemper(trede emgav, merc'her 13 a viz Kerzu) . An danevell a vo danvez ar c'hendiviz eo « Diouzh ma plij d'an doueed » el levr « Warc'hoazh e tarzho c'hoazh an deiz » gant Pêr Denez, embannadur Mouladurioù Hor Yezh.
Un digarez a zoare eta evit kaout plijadur o tizoloiñ skridoù nevez hag o taremprediñ brezhonegerien a bep seurt !
Ti ar Vro Kemper
reper Familh Gabaï, straed Jean Jaurès 29000 KEMPER
02 98 90 70 43