Ur stumm nevez evit Ya !
3 bloaz 'zo bremañ e vez kelaouet ar vrezhonegerien war buhez ar vro bep sizhun gant Ya !, ar gazetenn vrezhonek nemeti o tont er-maez bep Gwener. Ur pezh mell pariadenn e oa pa oa bet lañset e miz Even 2005 ha kaset eo bet da benn vat a-drugarez da labour ur skipailh kazetennerien a-vicher hag a youl-vat.
Abaoe an niverenn 150 eo cheñchet stumm ar gazetenn, a-fed maketenn koulz hag a-fed danvez, evit brasañ plijadur al lennerien.
Adkavit kement a geleier, a reportajoù hag a atersadennoù bepred. Prederiadennoù Frank Bodenes, Job An Irien...
Ar c'hronikennoù war al levrioù, ar pladennoù, ar sinema...
Programm an abadennoù brezhonek a vez skignet war an tele pe war internet
Deiziataer ar gouelioù hag an darvoudoù a c'hoarvez e Breizh
HA NEVEZINTI E-LEIZH !
Ur bajenn dudi nevez, gant ur vandenn-dreset, gerioù-kroaz, sudoku.
Ur sekred-kegin lipous nevez bep sizhun kinnget deoc'h gant Nathalie Beauvais, «chef» ar preti Le Jardin Gourmand, en Oriant, ha bet tapet prizioù ganti er bed a-bezh. Ganti eo bet embannet al levrioù-kegin Mangez Breizh !, Trop Mad ! ha Bretagne Gourmande.
Danevelloù da heuliañ skrivet gant Gégé Gwenn evit lennerien Ya ! hepken !
Ur rubrikenn « Embannit ho soñj ! », d'al lennerien da reiñ o ali da c'houzout, war tra pe dra...
Servijoù nevez : kemennadennoù-bihan, kinnigoù-labour...
Hag ur rubrikenn e gallaoueg !!
Ha tout kement-mañ gant muioc'h a livioù !
DIZOLOIT UN NEBEUD PAJENNOù E STUMM PDF, AMAÑ DINDAN !!
KOUMANANTIT DA Ya ! : 5 € ar miz (dre dreuzvankañ) pe 70 € ar bloaz (dre chekenn), evit 52 niverenn ar bloaz !
Kit war (voir le site) evit gouzout hiroc'h ha koumanantiñ !
Ya ! : 22 straed vras, 29520 LAZ, 02 98 26 87 12.