Perak ha penaos disentiñ?
Abaoe bloavezhioù e kemerer perzh e manifestadegoù a bep seurt. Daoust hag un disoc'h pe ur gounid gwirion a vez bep tro? Lakaat a reer hon anv war kantadoù ha kantadoù a sinedagoù. Daoust hag ur pouez efedus o deus?
Doareoù all a zo evit bezañ klevet, evit diskouez hon youl ha nec'hamant, ha trec'hiñ en diwezh hep implijout ar feulster.
Al levrig-mañ a zispleg e c'heller disentiñ hep implijout an nerzh ha kement-se en un doare reizh. Sevel a ra goulennoù ha reiñ a ra doareoù da gas ur stourm da benn, re an disenterezh keodedel.
Un hent hag a vez implijet gant ar strollad Ai'ta! evit kas stourm ar brezhoneg war-raok.
Xavier Renou, an oberour, a zo unan eus diazezerien ar c'henstroll Désobéissants.