Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Deomp war-raok !
Ar gevredigezh sevenadurel Bemdez zo stad enni o vezañ m’eo ken laouen hag e c’hall rannañ he entan p’emañ Kuzul departamant ar Mor-Bihan o paouez divizout lakaat sevel panelloù-hent divyezhek. Ez-wir eo frealzus an degemer graet a-unvouezh hag a-wel gant kevredigezhioù ha strolladoù politikel d’ar c’heloù-se evit amzer-da-zont ar brezhoneg.
Par Bertrand Deléon pour Bemdez le 5/12/04 16:29

Ar gevredigezh sevenadurel Bemdez zo stad enni o vezañ m’eo ken laouen hag e c’hall rannañ he entan p’emañ Kuzul departamant ar Mor-Bihan o paouez divizout lakaat sevel panelloù-hent divyezhek. Ez-wir eo frealzus an degemer graet a-unvouezh hag a-wel gant kevredigezhioù ha strolladoù politikel d’ar c’heloù-se evit amzer-da-zont ar brezhoneg. Ha kas a rafe kemenn ar c’hoant da vroudañ a-gevret betek tennañ splet diouzh ur gwir bolitikerezh yezh da vezañ lakaet da dalvezout evit ar brezhoneg er vuhez foran ? Daoust da bouez an difreoù kaset da benn gant hor c’hevredigezh ouzh Kuzul an departamant, al lizhiri hag ar goulennoù bezañ degemeret, ar c’hantadoù a banelloù-henchañ brezhonek faos staget e Bro-Wened abaoe c’hwec’h bloaz, kantadoù a anvioù-tud dastumet e-kerzh sinadurioù, e ranker anzav eo bet degaset an disoc’h-mañ gant oberioù Stourm Ar Brezhoneg (SAB), bet aet war gresk, a zo anezho livañ ar panelloù-hent. An hevelep oberoù a oa bet talvoudus gwezhall e departamantoù Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed. Anat eo e vije bet graet hep an oberoù-se, ha kement tra zo deuet d’o heul a vije bet aet hebiou an holl (tud harzet, heuliet hag unan toullbac’het), ma vije abretoc’h hor redioù war ar yezh ken unvan ha nevez zo. Dre-se e c’halvomp ar c’hevredigezhioù hag ar c’hevredadoù sevenadurel, koulz hag ar strolladoù politikel o deus roet da c’houzout pegen klok en em gavent da-heul disklêriadur an Ao. Kerguéris a-zivout an diviz-mañ, da embann splann ma vo laosket an Ao. Herve Bossard, bet barnet an 2 a viz Du 2004 evit bezañ kemeret perzh e oberoù SAB hag o c’hortoz e vefe jedet digoll Kuzul an Departamant hag an DDE e barnerezh keodedel hiviziken, da ren e vuhez disoursi. Bezomp kalonek ha lorc’h ennomp evit kadarnaat ez eus un talvoudegezh kefridiel d’e vec’h ! Evit ur pennabeg reizh n’en do ket an Ao. Bossard, ezel eus Bemdez, kement a stad hag an Ao. Juppé, ezel eus an UMP.

Evit Bemdez, ar c’hadoriad, Bertram Deléon.

[un, une, les]

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons