Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Anniversaire -
Dastum a lid e 40 vloaz e 2012 !
Evit lidañ an afer, en deus dibabet Dastum en em liammañ gant 40 darvoud e Breizh (gouelioù, konkourioù, emgavioù...) ha lakaat war wel, a-hed ar bloaz, e rouedad dastumerien ha keñvererien. E pep
Par Ronan Gueblez pour Dastum le 26/03/12 16:30

Evit lidañ an afer, en deus dibabet Dastum en em liammañ gant 40 darvoud e Breizh (gouelioù, konkourioù, emgavioù...) ha lakaat war wel, a-hed ar bloaz, e rouedad dastumerien ha keñvererien.


E pep emgav e vo diskouezet ha displeget d'an dud an doareoù nevez da selaou ouzh an dielloù, hag e vo furchet e dielloù ar vro asambles gant un dastumer pe ur prezegenner.

War roll an darvoudoù aozet ar bloaz-mañ e vo kavet ivez

- Ur fest-noz "40 vloaz Dastum" e miz Du e Laruen, evit ma vefe degemeret ar fest-noz war rolloù an Unesco ;

- An eil kendiviz gouestlet d'ar Glad sevenadurel Dizanvezel e Brest e miz Kerzu ;

- Hep ankouaat ar fed a vo embannet tamm ha tamm dielloù Dastum war ar Rouedad.

Kavout a refet roll an holl darvoudoù-mañ war hol lec'hienn. Traoù zo a c'hallo cheñch hag a vo peurlipet diwezhatoc'h. Kit war hol lec'hienn neuze evit kaout keleier fresk.


(voir le site) eus Dastum, (voir le site) ereoù dreist-testenn ar rouedad Dastum ha (voir le site) ar gelaoulizher diwezhañ.

Voir aussi sur le même sujet : dastum
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
logo Dastum Breizh 16, rue de la Santé
35000 Rennes
Pg. 02 99 30 91 00
postel : dastum at dastum.net
[ Gwelout pennadoù all Dastum]
-- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 4) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons