UDB Kreiz Breizh a zo laouen gant disoc'hoù listenn Ekologiezh Europa mat tre e Kreiz Breizh, hol listenn en emgav en eil plas, dirak ar PS, e kumunioù zo. Fiziañs he deus Unvaniezh Demokratel Breizh eo Yannick Jadot a ouio difenn interestoù pobl Vreizh e breujoù Europa. Europa Ekologiezh a oa al listenn nemeti, eus an tu kleiz, a embanne sklaer he youl da zifenn gwirioù rannvroioù ha pobloù Europa da gaout an emrenerezh en o broioù pa fello dezhe he c'haout.
An niver a votoù bet dastumet gant listenn E.E. a ziskouez o deus c'hoant ar Vretoned ma vo diwallet mat ouzh an endro hag ivez ma vo muioc'h a c'halloudoù e Breizh, d'ar c'huzul rannnvro da c'hellout kas da benn-vat ar chanterioù bras a zo war ar stern gantañ. Ar chanterioù bras-se zo : ober war-dro kalite an dour ha stourm ouzh ar bezhin glas, derc'hel servijoù publik tost ouzh an dud, merañ implij an douaroù, merañ war-eeun sikourioù Europa evit al labour-douar (PAC ), merañ kelennadurezh ar brezhoneg ha kas hor sevenadur war-raok…
Kaout muioc'h a c'halloudoù ha muioc'h a arc'hant en hor Bro, da guzul rannvro Breizh da c'hellout seveniñ, en e unan, e raktresoù ekonomikel ha sevenadurel… an emrenerezh eo tre an dra-se. Da vare ar votadegoù Rannvro 2010, UDB a vo e penn ar stourm a-benn kaout an emrenerezh e Breizh. Gellout bevañ, labourat ha divizout er Vro, an demokratelezh n'eo ken !
. PAC :Politique Agricole Commune.
Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall