D'an 31 a viz Genver : lorc'h ennomp bezañ Bretone(ze)d ! Emgav dirak an ti-post e Naoned !
Pa kadarn an Aotrou Amiard, renner ar Post e “Kornog Breizh”, ne dalv netra hor yezh evit ar servijoù melestradurel gall, en ur c'houlenn d'an aotrouien hag itronezed-maer skarzhañ anezhi er-maez eus o c'humunioù ablamour da gudennoù teknikel a vefe sañset bezañ deusouto eo poent bras deomp en em vodañ ha lavaret en-dro hon eus gwirioù ! Ha da gentañ komz hor yezh e pep degouezh hor buhez.
Ar gwir hon eus ivez da vevañ en ur vro unanet, hep diforc'h statud etre ar Vretoned, ma vefent eus bro-Naoned pe eus peurrest Breizh. Prouet eo bet ganeomp e kase gantañ disparti hor bro diforc'hioù da-geñver ar re a zo o chom e Liger-Atlantel, ha da skouer a-berzh Kuzul Rannvro Pays de la Loire®. Ar memes Kuzul Rannvro a vez kaset gantañ da sutal c'hoant ar Vretoned da vezañ adunvaniet hag a zo bet goulennet meur a wezh (sontadegoù, manifestadegoù, hkz…).
Ar stad enepdemokratel-se an hini eo en deus kaset 6 breton, etre 18 ha 23 bloaz anezho, da gas 40 eurvezh miret gant ar polis, furchet ti o zud ha da vezañ kaset dirak lez-varn Naoned d'an 12 a viz C'Hwevrer a zeu evit ur gondaonidigezh a c 'hellfe pignat betek tri bloavezh toull-bac'h ha miliadoù a euroioù kastiz. Ha nemetken evit bezañ bet o livañ mogerioù savadur ar C'Huzul-Rannvro gant koaltar a-benn diskouez e nac'haent ar velestradurezh aenepdemokratel-se.
Ablamour d'an holl abegoù-mañ eo poent manifestiñ d'ar sadorn 31 a viz Genver e Naoned :
— Evit skoazelliñ ar 6 den a vo barniet a-benn nebeut hag evit diskouez e nac'haomp ar waskadurezh kenaozet gant ar polis gall hag ar rannvro PdL® ! Koalterien a-youl-vat an holl ac'hanomp !
— Evit ma vefe adunvaniet Breizh ! 44=BZH !
— Evit ma vefe skarzhet tud evel an Ao. Amiard eus pep melestradurezh gall e Breizh. Brezhoneg ofisiel e pep lec'h !
Meur a strollad o doa embannet dija e oant a-gevred gant ar 6 den yaouank a vo barniet :
— Les Alternatifs de Bretagne ;
— Conceju-CNC (gauche cantabriste) ;
— Coordination Bretagne Indépendante et Libertaire ;
— EKB-AFB Alliance Fédéraliste Bretonne ;
— Emgann-Mouvement de la Gauche Indépendantiste ;
— LBDH Ligue Bretonne des Droits de l'Homme ;
— Parti Breton ;
— SLB Syndicat des Travailleurs de Bretagne ;
— The Celtic League ;
— UDB Union Démocratique Bretonne ;
— Bemdez...